Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Ostel Limur… etre ar murioù hag er-maez anezhe

Touristerezh
30/06/2023
in
En Ostel Limur e Gwened emañ kreizenn displegiñ savouriezh ha glad (KDSG) an tolpad-kêrioù a-c’houde 2022. An ostel prevez-se, savet er XVIIvet kantved, zo rummet evel Monumant istorel. Oc’hpenn 300m² a ziskouezadegoù zo ennoñ, evit kompren gwelloc’h emdroadur ar savouriezh, ar c’hêrioù hag ar maezoù ag ar vro a-hed an amzer, get ur bochad binvioù didaktek ha pedagogel. Digor eo ar greizenn a-hed ar blez.

Diskouezadegoù e diabarzh hag e diavaez ar Limur

An diskouezadeg verrbad « Donemat e ti ar priedoù Glad », staliet e eilvet estaj an Ostel Limur, a ginnig ur sell nevez àr ar glad. Eno ec’h a ar weladennerion a-barzh ranndi prevez an Aotrou hag an Itron Glad, ur c’houblad sot get an natur ha get glad ar vro. E porzh ar Limur emañ ivez emañ an diskouezadeg-se, a-c’houde miz Ebrel hag evit an hañv ! Ar gazetennourez ha poltredourez Elisabeth Blanchet zo bet é welet annezidi ag ar c’hornad-bro hag a gultiv razh ur liamm pemdeziek get ar glad, pep unan en e vod. Erfin he deus graet seizh poltred hag a zo diskouezet edan an amzer betek dibenn miz Gwengolo. Digoust eo. Er Limur e vez desket en ur c’hoari. An dra-se zo kaoz ec’h eus kinniget oc’hpenn-se daeoù hanterouriñ bihan, c’hoarioù sevel pe c’hoazh c’hoarioù ''torr-penn'' giz Sina.