Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Razh ar pakadurioù plastik a c’hello bout divesket adal ar 1añ a viz Genver 2023. Un doare mat evit an endro, get ma vo tapet ar voaz nevez-se get pep unan.

Lastez
02/01/2023
in
Razh ar pakadurioù hag ar paperioù a c’hello bout laket en endalc’hioù melen edan berr.

Ar boutailhoù hag ar buredoù plastik hepken a c’helled lakat en endalc’hioù diveskiñ betek bremañ, asambl get ar pakadurioù metal, kartoñs ha paper. Dre ma ne c’helled ket adaoziñ ar pakadurioù arall e plastik soupl e ranked o zaoliñ àr un dro get al lastez-ti. Dre ma’c’h eus muioc’h-mui ag ar pakadurioù-se e oa bet razh obererion an diveskiñ, an dastum hag an adaoziñ é labourat asambl evit esaeiñ hentennoù nevez evit o adaoziñ. Modernaat ar c’hreizennoù diveskiñ, kavouet fredoù nevez evit ar plastik adaozet… zo e-mesk an diskoulmoù kavet gete evit gelliñ o adaoziñ ha kinnig un eil buhez dezhe adal ar 1añ a viz Genver 2023. Na chomomp ket da dermal enta ! Tapomp razh ar voaz nevez-se da ziveskiñ.

Un nebeud alioù

Adal ar 1añ a viz Genver 2023 :
1/ Ur pakadur eo ? Lakit-eñ er bailh diveskiñ !
 2/ N’eus ket dober ag o gwalc’hiñ, a-walc’h eo o goullonderiñ.
3/ Na emprit ket ho pakadurioù an eil re a-barzh ar re arall.
4/ Lakit int a-drak er bailh pe en endalc’her (ket en ur sac’h).

Peseurt dilerc’hioù e peseurt poubellenn ?

Er bailh golo melen : pakadurioù metal, kartoñs, brikoù-boued, razh ar paperioù ha razh ar pakadurioù plastik ! Un nebeud skouerioù : boutailhoù, buredoù sal-dour, bidonoù lisiv, podoù yaourt, barkedigoù amanenn, kig, filmoù, seier plastik, podoù kened…
En endalc’her gwer : razh ar seurtoù pakadurioù gwer.