Diwezhañ
Roteliñ : ur jestr natureloc’h-naturel
Diskoulmoù evit razh ar sortoù lojeris
A-c’houde oc’hpenn pemzek vlez e harp an tolpad an dud a zo é chom ennañ evit bout hervez al lezenn enep kalavriñ, e-sell da ledanaat an dibab dilerc’hioù bio adal ar vammenn. Oc’hpenn 28 000 roteler zo bet roet digoust d’an dud a zo é chom a-barzh lojerisoù distag get ul liorzh. Ar roteliñ a-stroll ac’h a àr-raok ivez pa ’c’h eus bet staliet ur c’hant roteler kumun bennak e-harz ar c’hendioù.
Bremañ e vez laket muioc’h a nerzh evit gelliñ kinnig diskoulmoù roteliñ da bep unan ha d’ar re a zo e kêr ivez. Evit donet da benn ec’h eus bet graet un taol-arnod get an tolpad-kêrioù a-c’houde an diskaramzer-mañ e kumun Sant-Teve, evit gelliñ testiñ ar modoù meriñ ha dastum a jaoj doc’h kement sort lojeris a vehe. Adal kentañ c’hwec’hmiziad 2024 e vo graet stankoc’h àr-dro lakat an diskoulmoù-se e pleustr en tolpad. E-pad ar prantad-se ma vo staliet an traoù tamm-ha-tamm e vo dalc’het da zastum ar bailhoù lastez-ti dilerc’hioù bio enne.
E-keit ma kresk gred an dud àr ar sujed-se e vez kinniget muioc’h-mui a stummadurioù àr ar rotelerezh, dasparzhet rotelerioù ha graet àr-dro evezh reoliek lec’hioù roteliñ an tolpad. Istoer ur jestr hag a dro d’ur pleg mat…
Muioc’h a zoareioù e www.golfedumorbihan-vannesagglomeration.bzh/compostage
Penaos donet da benn ag ober rotel ? Sellet doc’h hor video dre Facebook hag Instagram @gmvagglo
An dilerc’hioù bio zo 80% a zour enne ha pa vezont rotelet e c’heller bihanaat ur bochad skog hon dilerc’hioù àr an endro.