Diwezhañ
Stankoc’h-stank emañ ar rouedad Escapades àr velo
Kemenerion zo é wriat en ho tivhar ? Escapades, ar rouedad troiadoù àr velo, ho kas da welet an eizh kêr c’hlas a zo enni : Aradon, an Elven, Gregam, Sterwenn, Pleskob, Plougouvelen, Sant-Teve ha Sulnieg. Div droiad zo e pep hani anezhe hag a ro an tu da c’haloupat ar c’humunioù kaer-se a-ziàr ar maez.
Betek an 31 a viz Eost ec’h eus aozet ur c’honkour poltredoù : dav eo deoc’h em boltrediñ asambl get Flora, maskotenn ar c’hêrioù glas, en unan ag ar sternioù strewet a-hed an troiadoù. Kasit ho selfi (lec’h ma ranker gwelet ur marc’h-houarn da vihanañ) deomp da c’houde, dre bostel da servij touristerezh an tolpad-kêrioù pe é skanniñ ar c’hod-QR a zo peget àr ar sternioù. Profoù a vo roet a-raok dibenn an hañv d’ar re a vo tennet d’ar sort.