Diwezhañ
Geovelo : ur GPS 100% belo
Razh ar lec’hioù kempennet en tolpad evit an divrodegoù zo kartennaouet ag an dibab gete, tostik-tost d’an dachenn. Ur bochad traoù zo renablet enne : ar roudennoù, an hentoù glas, ar savlec’hioù Veloceo, ar lec’hioù parkiñ, ar fizlec’hioù suraet… Oc’hpenniñ titouroù a c’hell an implijerion, get ur benveg disklêriiñ hañval doc’h hini Waze evit ar vleinierion kirri-tan. Ar GPS a c’hell ivez jediñ hentadoù diàr dezverkoù resis (an tizh, ar surentez, ar sort marc’h-houarn, ha me ‘oar) hag hentiñ àr-eeun a-drugarez an douarlec’hiiñ. Talvoudus eo an arload evit monet-ha-donet bemdez mes savet eo bet ivez evit broudiñ an dud da zeverral àr velo get ur rubrikenn « ergerzhet » : renablet ec’h eus enni troiadoù touristel ha titouroù evit gouiet e-men e c’heller debriñ, kousket, ha kement zo.