Diwezhañ
Lastezerezh : gwir pe gaou, un tamm diveskadenn !
Kontroll moned get ur badj, labourioù, modoù dastum nevez… Traoù nevez zo e lastezerezhioù ar c’hornad ! Etre nec’hamant, barboterezh ha brizh-doareioù : damp da welet petra zo gwir dre just.
welet petra zo gwir dre just.
- N’heller ket monet hep badj da div lastezerezh ag an tolpad diàr vremañ.
Gwir eo, moned tre lastezerezhioù Aradon ha Lokmaria-Gregam zo serret a-bouez ur gloued. E razh al lastezerezhioù e vo aesaet ar sistem-se en achuamant, evit miret ar moned evit an dud a zo é chom en tolpad hepken. Kaset e vez an taol-esa da benn e tachadoù strategel hag a zo er pennoù pellañ ag ar c’hornad, da lâret eo el lec’hioù a c’hell bout darempredet ar muiañ get tud ag ar strollegezhioù damdost. - Miret eo implij ar badj evit an dud a zo é chom er c’humunioù m’emañ staliet al lastezerezh.
Gaou. Razh an dud a zo é chom en tolpad a c’hell monet d’al lastezerezhioù ag ar c’hornad a-bezh. Ne verna ket kalz e pesort kumun emaint é chom. Kement tiad a faot dezhoñ endevout ur badj a c’hell goulenn unan dre al lec’hienn Internet, dre bellgomz pe en ti-kêr. Dre lizher e vo kaset dezhoñ. 10 000 badj zo bet kaset digoust get renerezh al lastez dija. - Ar badj a dalvo da vihanaat an dremeniri hag ar c’hementad lastez taolet get an dud.
Gaou. Evit gwir e talvo ar badj-se d’ober stadegoù evit gouiet da bet eur em gav ar muiañ a dud da skouer, mes an implijerion a c’hello derc’hel da zonet pa garint. Evit ma vo gwell ar servij hag evit ar surentez e c’hello ar c’hlouedoù bout serret kuit d’an dud a vonet tre e-pad un herradig, amzer da zistankiñ ar c’haeoù. Gwazourion degemer a vo eno bepred evit heñchiñ an dud. - Koustet e vo ar servij-se d’an implijerion.
Gaou. Servij al lastez, a zo kontet a-barzh an taos àr ar font, a goust 27 euro bep blez da bep annezad hiziv an deiz. N’o do ket an implijerion frejoù oc’hpenn abalamour da sistem ar badjoù. - Lec’hioù dastum arall zo estroc’h evit al lastezerezhioù.
Gwir eo. Bremañ emañ rekis d’ar werzherion adkemer an dilerc’h a broduoù o filierenn. Tachadoù a-ratozh zo er gourmarc’hadoù oc’hpenn 400 m² evit lakat dilerc’hioù tredan hag elektronek, piloù ha karitelloù, traoù sport ha dudi pe gloestraj.
Evit gouiet hiroc’h : https://www.golfedumorbihan-vannesagglomeration.bzh/decheteries