Diwezhañ
2e couronne : l'offre de transport renforcée en septembre
Adal miz Gwengolo e vo fonnusaet e rouedad get Kicéo, dreist-holl àral linennoù en eil hag en trede kurunenn. Er pleustr e vo muioc’h a veajoù bemdez àr al linennoù bus niv. 21, 22, 23 ha 25 a zeservij kumunioù Baden, ar Bonoù, Plougouvelen, Aradon, an Arvor-Baden, Surzhur ha Gregam.
Get ar mem pal, an tolpad-kêrioù en deus grataet, asambl get Rannvro Breizh, kreñvaat ar c’hinnig àral linennoù kenveret get Breizhgo hag a zeservij douaroù Kolpoù, Lokmaria-Gregam, an Drinded-Surzhur, Sulnieg, Trevlean, Plaodren ha Stêrwenn (BZ 3, 8, 9 ha 11). Er mod-se e tiskouezan tolpad-kêrioù e vennantez da ziorren ur c’hinnig treuzdougen kempoell dre ar vro a-bezh, pa vo postet tost ur milion a euroioù oc’hpenn evit astennar c’hinnig-se.
Ag an emdroadurioù-se e kemero tro Kicéo evit kinnig un servij sklaeroc’h a-fet an hentadurioù, get eurioù hogozik digemm ag al Lun d’ar Gwener etre miz Gwengolo ha miz Mezheven. Diàr vremañ hag àr bep linenn e vo da nebeutañ c’hwec’h beaj mont/dont adal/trema Gwened bemdez e-pad ar sizhun (adal miz Gwengolo betek miz Mezheven) ha pemp beaj mont/dont d’ar Sadorn hag en hañv. Ar prizioùa chom evel ma oant.
BUSOÙ DIGOUST EVIT SIZHUNIAD AN DILEC’HIIÑ
An dud a garo esaeiñ mod nevezar rouedad busoù a c’hello en ober aes etre ar 16 hag an 22 a viz Gwengolo.*
E-pad Sizhuniad europat an dilec’hiiñ e vo laket digoust implij busoù ar roue-dad get an tolpad-kêrioù.
E-keit-se ec’h eus raktreset meura obererezh e kumunioù an tolpad evit roiñ da ouiet d’an dud ec’h eus diskoulmoù arall evit chom hep implij e garr-tan. Aozet e vo oberoù marilhiñ evit chom hep bout laeret e velo hag abadennoù « diskar-pennoù » kement ha diskar ar raksoñjoù a c’hell bout a-zivout ar c’henweturiñ.
Hag en hañv-mañ
Eurioù all a vo kempennet get Kicéo adal ar 6 a viz Gouere betek ar 1añ a viz Gwengolo. Emaint el lec’hienn, en arload Kicéo hag er sturlevroù Kicéo (a c’heller tapout el lec’h Infobus pe en ti-kêr).
Evit an hañv ivez e kinnigoù Kicéo teulioù-treuzdougen da implij koulz er bus hag er vag àr al linenn Sine-Barrarac’h/Gwened-Koulev. 2,50 € ar mont hepken ha 4 € ar mont-dont. Hag evit prientiñ an distro-skol e vo digoret an enskrivadurioù adal fin miz Mezheven e lec’hienn Kicéo, en Infobus hag e pennlec’h Kerniol.
Lec’hioù-gwerzh e www.kiceo.fr
Muioc’h a ditouroù a-ziàr sizhuniad an dilec’hiiñ er magazin 360 enlinenn.