Diwezhañ
Aesaat d’an dud bout perc’henn
Diàr vremañ ha dre an aozadur-se e c’hello an tolpad-kêrioù bout mestr àr ar sevel lojerisoù nevez evit o gwerzhiñ da brizioù dereat. Penaos ? Dre ginnig da zanvez-perc’henned preniñ ar magoerioù… hep preniñ an dachenn douar laket en o c’herz dre ur pennwir da AFK. Setu penaos e chom AFK perc’henn àr ar font hag e c’hell ar fakturenn digreskiñ a 30% well-wazh e-keñver prizioù ar marc’had. « Er mod-se e c’hell an dud dont da vout perc’henn e-lec’h ma vez bec’h àr al lojeris », a zispleg Jean-Marc Dupeyrat, ar besprezidant karget ag an anneziñ hag al lojiñ.
Oc’hpenn an divizoù àr ar goproù e rank an dud grataat e vo o annez pennañ a vo savet, kement ha harpiñ staliadur padus tud é chom hag é labourat er c’hornad. Posupl e vo dezhe adwerzhiñ o lojeris diwezhatoc’h mes bevennet e vo an adwerzhad. Skoulmet eo an darempredoù kentañ get ar c’humunioù a garehe degemer seurt raktresoù. Esper en deus an tolpad-kêrioù e vo savet ur c’hant lojeris bennak bep blez er feson-se.