Diwezhañ
Pass kenwerzh hag artizanerezh, evit aesaat em staliiñ
Perak hoc’h eus choazet digoriñ ho ficherezh-vlev e Sterwenn ?
E-pad meur a vlez on bet é fichiñ blev ar baotred e ti an dud mes n’eo ket ur vicher anavet bras. Dav e oa gober ur bochad bruderezh ivez dre ar rouedadoù sokial. Choazet em eus digoriñ ur saloñs neuze. Sterwenn, ma raen ma micher dija, a hañvale din bout ur choaz mat abalamour ma ne oa namet ur saloñs paotred-merc’hed eno betek-henn ha gwelet em boa e oa stalioù dijabl.
Penaos hoc’h eus gouiet e oa ag ar pass kenwerzh hag artizanerezh ?
E-raok em staliiñ, e 2022, e oan bet é kas razh an difraeoù a c’heller gober en aozadurioù skoazell d'ar c'hrouiñ embregerezhioù, evel er gambr kenwerzh ha greanterezh hag e kambr ar micherioù hag an artizanerezh. Ha pandeogwir em boa klevet komz a-ziàr ar stignad-se e oan bet é c’houlenn hiroc’h get servij ekonomikel an tolpad evit gouiet ha gellet a raen endevout ar skoazell-se.
Petra hoc’h eus gellet gober get ar skoazell-se ?
Ar skoazell argant-se zo bet roet fonnapl din evit ma frenadennoù gloestraj, goude diskouez ar fakturennoù. Diàr ar sammad postet ec’h eus bet roet 7 500 euro din, ar pezh a zo kement hag ur gador razhour hag ur post-labour (ficherez-vlev). A-walc’h eo evit krogiñ da labourat !
Dav eo din lâret e oa bet bras pouez ar sikour-se pa’m boa bet da zifenn ma zamm dirak an tier-bank ! N’eo ket dister ar gwarant-se pa groger geti…
Ar Penn’Ti (digor blez hanter zo). Pesort bilañs a rit ag ar prantad loc’hiñ-se ?
Ur bilañs mat-tre ! E miz Meurzh e oa bet digoret hag en hañv em boa tizhet ar barr dija ! Karget mat e vez ma implij-amzer. Er penn-komañs e tae an dud da guriuziñ ha daet int en-dro àr-lerc’h. Meur a unan zo bet souezhet genin, ’gav din ! Ne oa ket ar pratikoù en engortoz ag an disoc’h-se ha bout razhour a zegas un dra oc’hpenn.
En un ti bihan degemerus emañ ma saloñs, ha plijet eo d’an dud ar c’horn evit ar vugale get ar jav. Ha me a vourra é lakat an dud en o aezamant. Doazh on doc’h an darempredoù, soursial a ran doc’h ma fratikoù, n’on ket amañ evit gwerzhiñ produoù dezhe.