Diwezhañ
Tri abeg mat da vonet e bourzh an Treizhour Bihan
1. It àr vor hep miret ho plas. Get an Treizhour Bihan e c’heller monet àr vag ag ul lec’h kaer d’unan arall ag an arvor. D’an eurioù digoriñ e kinnig ar vartoloded gober an dreizhadenn Koulev/Barrarac’h ha Sant-Armael/Moñsarag evit 2€, hag ar monet-donet evit 3€. Ha marc’hadmatoc’h e vehe ?
2. Dilezit an oto.Get ar bus pe àr velo e c’hellehet monet d’ar c’haeoù-lestriñ ma vo an Treizhour Bihan doc’h ho kouviiñ da veviñ un dro-gaer dibar ha da ankouaat an asfalt. Ha prim e vez oc’hpenn-se : dre an hent e ranker kontiñ 26 munut evit monet a Sene da Sant-Armael, tra ma vez graet edan 3 pe 4 munut àr vor !
3. Largit an ereoù àr velo.Monet àr vourzh get ho pelo ne gousto ket keroc’h deoc’h pandeogwir eo digoust… Avel ar frankiz a vo é c’hwezhiñ, sur, evit gober anavedigezh get unan a baeoù kaerañ ar bed !