Diwezhañ
Rouedad Kiceo : neveztedoù àr razh al linennoù
Kinnig nevez Kiceo evit an treuzdougen boutin, soñjet evit plaenaat an dremeniri en tolpad hag aesaat buhez an dud àr ar pamdez, a vo digoret adal an hañv-mañ get al linenn 26, a-ratozh-kaer evit an diverrañsoù hag evit monet aes da Akwagolf Surzhur, d’ar greizenn-displegiñ a-zivout an istr, Ostreapolis, peotramant da Berwiz pe da gastell Susinioù. Al linenn 4 a dremeno dre ar c’harter annez e norzh an ti-gar na oa ket deservijet betek-henn, padal e tremene edan Pontoù Poian. Diàr vremañ e tremeno dre greizenn gourdoniñ Rugbi Klub Gwened ivez, ken aes ha tra.
Adal an distro-skol e vo graet un taol-esae evit astenn ur bochad linennoù, kement hag aesaat monet da gumunioù Noaloù, Plougouvelen ha Sarzhav. Get ul linenn nevez (L27) e c’hello an nen monet a C’hregam da Wened, da skouer, dre Lokmaria-Gregam, Lokeltaz ha Meukon. Ar pal : desachiñ muioc’h a dud trema ar bourc’hioù hag aesaat dezhe monet d’ar stalioù tost ha da servijoù zo.
Servijoù nevez a-fetepañs-kaer
Evit respont d’an doberoù dibar a c’hell bout get implijerion zo e vo daou servij nevez adal miz Gwengolo : ag al Lun d’ar Gwener, etre 6e20 ha 7e, e vo ar c’harr-boutin Matineo é kas an dud a ray ar goulenn d’an ti-gar, evit pignat e trenioù TTB kentañ ar mintiniad. D’ar Sul noz, etre 7e ha 9e30, e vo ur c’harr-boutin soñjet evit ar studierion hag an diabarzhidi o c’haso adal an ti-gar da skolioù Gwened.
Oc’hpenn-tra e vo astennet ar c’hinnig d’ar Sul pa vo hiraet al linenn D3 betak Sine ha savet ul linenn D4 etre Aradon ha Teiz-Noaloù a dremeno dre Wened.
Digoust e vo gober anavedigezh get ar rouedad evit ar skoliaded
Evit ma c’hello ho pugale gober anavedigezh digoust get ar rouedad Kicéo e-pad miz Eost, na c’hortozit ket evit lakat o anv evit an treuzdougen skol. Profet e vo an treuzdougen e miz Eost d’an neb a lakay e anv e-raok an 31 a viz Gouere.
KorriGo en tolpad-kêrioù
Adal miz Gwengolo e talvo KorriGo, kartenn treuzdougen Breizh, en hon tolpad-kêrioù, ha geti e c’hello an implijerion bout ur skor hepken evit ar c’houmanantoù da razh ar gevelerion e Breizh (Tren Herrek Rannvroel, rouedadoù kêr hag etre kêrioù…) ha d’ur bochad servijoù publik arall get rannvro Breizh.