Diàr-vremañ e vez degemeret an dud en un diazlec’h merdeiñ ag ar re vravañ e Toullindag. A-c’houde blez hanter eo achu ar labourioù, ha dishañval-bras eo diazlec’h Baden doc’h ar pezh e oa e-raok. Renevezet eo bet an ti kozh get ur c’haer a veskaj koad ha mein. En diabarzh anezhañ hag en adtier ec’h eus lies a gornioù. Kempennet ec’h eus bet re da zegemer an dud, re d’o zolpiñ, re da labourat, re da stokiñ dafar, hag oc’hpenn se gwisklec’hioù, salioù-dour ha privezioù. Evel-se e vo akomotoc’h ha kletoc’h ar lec’h evit ar pareoù skolidi a vez degemeret a-hed ar blez eno. Ag ar c’hornad-bro a-bezh e taont da zizoloiñ peger bourrus e vez monet àr vor àr bourzh un optimist pe ur c’hataraman. Baden zo unan ag an tri diazlec’h merdeiñ meret get an tolpad, get Aradon ha get Sine. Ar meriñ anezhe zo bet fiziet e 47° Nautik.
Un ekoreizhiad naturel gwarezet
A-bad ar chanter-se en deus lakaet soursi an tolpad-kêrioù da wareziñ ekoreizhiad naturel Toullindag. Ar chanter « natur ha glad » en deus degemeret 8 den é vout kenempret. Ur vurig mein sec’h zo bet renevezet gete, a-hed un tri-ugent metr bennak. Glazarded ar magoerioù a c’hell kavet repu enni. Just a-walc’h ec’h eus bet fiziet en un naturelour ur labour liesvleziek : evezhiiñ ar spesadoù gwarezet a vev àr ar lec’h. Ur bochad terkadurioù koad zo bet staliiet evit ma vehe aesoc’h d’an dud tremen-distremen hag evit ma vehe aesoc’h lakaat ar bagoù er mor. Plantiñ zo bet graet ivez.