Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Devezh etrebroadel ar jazz : bourriñ a sonioù brav asambl…

Sevenadur
12/04/2024
in
Pandeogwir en deus choazet an tolpad bout doc’h lusk ar jazz a-hed ar blez, ha krogiñ get Gwened Dasson Jazz er goañv-mañ, e vo lidet e zevezh etrebroadel evel deleet get un nebeud deizioù lañs, d’an 18 a viz Ebrel.

Aozet e vez an International jazz day abalamour da lakat an notennoù kemmesk ha frank-se da zassoniñ pep lec’h dre ar blanedenn jazz. Kalz a vern penaos, get Jazz àr ar gwagennoù e vo rentet enor dezhoñ get ar rummadoù oad yaouank dre ma vo kinniget un abadenn radio get podskignadoù sevenet er c’hlas da-geñver atalieroù deskadurezh arzel ha sevenadurel evit gober anavedigezh get ar jazz. Àr-lerc’h e vo ur Master Class get Lou Rivaille, bet deskardez doazh a skol-arz Gwened ha brudet dre an Taol-lañs Rezzo Jazz e Vienne e 2022.

Get an triad Maleeka hag e blues livet get soul ha levezon sonerezh afro e vo boulc’het an noziad get ur sonadeg e-raok un dalc’h jam kaset en-dro get deskarded ar gevrenn jazz a skol-arz Gwened, digor da razh an amatourion. Ar jazz a vourrer asambl.

Evit gouiet +, ar programm ha miriñ plasoù : www.vannesechosjazz.bzh

Get an triad Malleeka e vo roet lañs da noziad an International Jazz Day.