Diwezhañ
Ar busoù tredan kentañ e servij
Marse n’o deus ket implijerion al linennoù 1, 2 ha 6 taolet pled, mes a-c’houde penn-kentañ miz Genver ec’h eus chañsoù bras e vehent é veajiñ e busoù nevez a ya en-dro get tredan hepken.
A-boan ma c’hell bout remerket get ar veajourion diaviz, ha neoazh, an 9 bus tredan-se er rouedad Kicéo zo ur mell cheñchamant a-fet an dilec’hiiñ en tolpad. Ar c’harbedoù nevez-se a ziskouez bolontez an dilennidi da zigoriñ an hent d’an dilec’hiiñ glasoc’h ha da roiñ lec’h, a-barzh flodad treuzdougen boutin an tolpad-kêrioù, da garbedoù na saotront ket kement. Ur yalc’had 5M€ PTM zo bet laket evit o akuizitiñ hag ar palefarzh ag an argant-se zo daet get ar Stad e framm ar programm Vertigo.