Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Tiriad 2025 : sekredoù ar steuñv treuzkemmoù

Territoire
30/09/2024
in
Hin, treuzdougen, lojeris, kêriekaat… Bouljal a ra ar bed !

Evit monet doc’h ar chañchamantoù-se emañ krog an tolpad da adwelet meur a deul strategel evit kempenn ha terkiñ e dachad. Neuze, petra zo afer evit sevel hon amzer-da-zonet ?

Pesort neuz a faot deomp roiñ d’hon tolpad a-benn 2050 ? Abalamour da glask respont d’ar goulenn-se emañ krog an tolpad get ur pezh labour evit adskriviñ e deulioù strategel. Get ar Brastres nevez evit Kenstagded an Tiriad (BEKT) e vo gellet alejiñ strategiezhioù an tiriad a-fet kêraoziñ, aveadurioù kenwerzh, labour-douar, lojeris pe dilec’hiñ. An endro a vo e-kreiz-tre ar steuñv nevez BEKT-AEH (brastres evit kenstagded an tiriad Aer-Energiezh-Hin), hag e-raok pep tra emañ an diskoulmoù e-sell da skañvaat ha d’em ober doc’h chañchamant an hin.

Kuzuliadegoù

Evit magiñ ar preder en deus divizet an Tolpad roiñ ar gaoz d’an dud. Ur c’houlennaoueg zo bet embannet enlinenn enta, evit dastum soñjoù, goulennoù ha santimantoù ar pep brasañ ag an dud. E-keit-se emañ bet gwazourion an Tolpad el liseoù, àr ar marc’hadoù… evit komz a-ziàr dalc’hoù an amzer-da-zonet asambl get tud a-vostad. Ur bredegenn-kendiviz zo bet ivez evit kinnig palioù ar raktres.

Alc’hwezioù evit kompren

Un diagnostik bro zo bet graet evit anavet he dibarderioù, he ferzhioù mat hag he ferzhioù gwan a-benn sevel un teul strategel ag ar re wellañ. Alc’hwezioù evit kompren zo bet tennet diàr ar studiadenn-se hag evel-se emañ daet splann an diforc’hioù bras (tiriadel, ekonomikel ha sokial) a zo en hor bro dibar ha dedennus.  En desped da lañs bras he mod diorren ec’h eus mankoù a-fet barregezh lojeris ha dilec’hiadur dre ar vro.

Treuzkemmoù

Pal ar BEKT diàr vremañ a vo kavet diskoulmoù d’ar c’hudennoù a sav a-fet lojeris ha dilec’hiadur en ur zerc’hel kont ag an dalc’hoù a vo get chañchamant an hin. Ar patrom diorren nevez-se a vo doc’h palioù al Lezenn evit an Hin hag an Dalc’husted evel-rezon, ha daou bal uhelek a vo àr un dro gete :  Artifisielaat Rik Ebet (ARE) ha Dilaoskadenn Rik Ebet (DRE). Ar pal ARE a vo tizhet ma vez harzet doc’h ar c’hêrioù hag ar c’hêriadennoù d’em lediñ ha mar bez dizartifisielaet hag adnaturaet an tachadoù (porzhioù-skol, liorzhoù lodet…). Ar pal DRE e vo tizhet mar bez graet get mammennoù energiezh nevezadus (dre an heol, an avel, an dourdredan) e-lec’h mammennoù fosil, mar bez gwellaet efedusted energetek ar savadurioù ha mar bez brudet ar modoù treuzdougen doujus.

Tammigoù c’hoarioù

Diñsoù, kwizoù, kartennoù… En Ostel Limur emañ pedet razh ar weladennerion, bras ha bihan, da zonet d’ober anavedigezh get « Ar vro e-kreiz ar jeu », un diskouezadeg dudius kinniget get Kreizenn-displegiñ ar savouriezh hag ar glad en tolpad, evit emelliñ doc’h dalc’hoù ar BEKT-AET a-fet treuzkemm. Dait da welet pegen gouiziek oc’h àr an arkitektouriezh, da sevel traoù evel un arkitektour ha da zonet da vout un den a vicher e bed al lojeris get « Bravoc’h ma c’hêr » ! Peadra da dresiñ hor c’hornad en amzer-da-zonet.

Adal an 19 a viz Gouel-Mikael betak ar 16 a viz Meurzh, digoust. Gouiet hiroc’h e https://www.ciap-limur.bzh/

One file only.
64 MB limit.
Allowed types: txt, rtf, pdf, doc, docx, odt, ppt, pptx, odp, xls, xlsx, ods.