Site Web de Vannes Agglomération

Diwezhañ

Adwelet eurioù digoriñ al lastezerezhioù

Lastez
02/10/2019
Déchèteries
À compter du 4 novembre, les déchèteries ajustent leurs horaires d’ouverture.

Adal ar 4 a viz Du e vo reizhet eurioù digoriñ al lastezerezhioù evit ma vo aesoc’h diraez lod lec’hioù hag a zo soulgarget dija (e gourenez Rewiz dreist-holl) hag evit ma vo kempoelloc’h ha komprenusoc’h ar rouedad a-bezh. Adwelet e vo an deizioù serriñ ag un eil lastezerezh d’eben da skouer. Ar prantadoù digoriñ-se zo bet reizhet evit kouchiñ gwell doc’h ar mod ma vez darempredet al lastezerezhioù hervez ar c’houlzad, get ul lusk dishañval er mareoù prez (Ebrel-Here) ha dibrez (Du-Meurzh). Ne vo ket chañchet netra e Tohanig – Gwened nag en Izenac’h, dre ma vez an eurioù hervez ar mod ma vez darempredet al lec’hioù. Get ar chañchamantoù-se e vo gwellaet an diveskiñ ha surentez al lec’hioù ivez, dre ma vo aesaet d’an implijerion montdont el lastezerezhioù.