Diwezhañ
Setu amañ kement tra a faot deoc’h gouiet a-ziàr ar rotel…
Hag agrum a c’heller lakat er roteler ?
Ya, evel razh ar frouezh hag al legumaj : kement tra zo organek a vreina en ur mod naturel. Trenk eo an agrum mes n’int ket trenkoc’h evit an tomat ha n’eus dalc’h ebet evit ar rotel dre mand a da drenk d’ur prantad bennak pa vreina. Ni a c’hell soñjal em zispenn fall an agrum mes lies-mat e vez a-gaoz ma ne vez ket mesket mat ar rotel.
Flaer zo get ma rotel, ne’m eus ket mui c’hoant d’ober getoñ !
Petra zo kaoz ? Pe emañ re c’hleb, pe ne vez ket breset a-walc’h. Pouezus eo e veskiñ evit ma vo avelet mat ha ma troio mat ar roteliñ. Mar bez re c’hleb, oc’hpennit danvez sec'h (skourroù bihan, deilh marv, friliennoù paper, kartonoù bihan…)
Hag ar geot touzet a c’heller lakat er roteler ?
Pas, ar roteler zo evit dilerc’hioù ar gegin hag ar predoù hepken. N’hello ket kement-se a c’heot touzet bout teuzet er roteler. Oc’hpenn-tra e c’hellehe an dolzennad-se em vac’hiñ ha miret doc’h an aer a droiñ, ha diàr ar goadur-se e ta flaer. Diskoulmoù arall zo evit talvoudekaat dilerc’hioù ar jardin, ar geot touzet hag an diskourr ag ar girzhier. Plouziñ* zo unan ag an diskoulmoù-se.
Petra gober a ma rotel ma ne ’m eus liorzh-legumaj ebet ?
Bezit dinec’h, ne vez ket produet kement-se a rotel get un tiad. Ma n’hoc’h eus liorzh-legumaj erbet e c’hellehet gober getoñ evit ar bodadoù plant pe bokedoù : ar bodoù-roz, da skouer, a vourra bras ag ar rotel. Gellet a rit skuilhiñ rotel edan ar girzhier peotramant àr-eeun àr ar geot, hag implij rotel evel temz evit ar plant diabarzh.
Ha desachet e vo ar razhed get ar roteler ?
Razhed a za betak ar roteler pa vez anezhe dija en àrdroioù. Hollzebrerion zo anezhe : just eveldomp e tebrant a bep sort !
Evit herzel doc’hte a dostaat re e c’hellehet staliiñ ur gloued e deun ar roteler ha meskiñ ar rotel meur a wezh. Aliiñ a ramp deoc’h staliiñ ar roteler un tamm pelloc’h ag ur c’hleuz pe ag ur vurig, kuit dezhe a gavet goudor eno.
Evit gouiet + : * sellit doc’h hor video a zispleg hiroc’h àr ar plouziñ. https://www.golfedumorbihan-vannesagglomeration.bzh/broyage
Muioc’h-mui e ra an dud é chom e tier get ur roteler. An tolpad a ginnig diskoulmoù evit an annezoù a-stroll ivez ha stankoc’h-stank e vint kinniget er blezadoù da zonet.