Site Web de Vannes Agglomération

Diwezhañ

Beloioù : razh o deus c’hoant da gemer o lec’h

Monedone
18/04/2019
vmv
Ha bout m’eo ar velo ur mod diblasiñ aes, marc’had-mat hag ekologel, ned a ket kalz a dud àr varc’h-houarn evit mont-dont àr ar pemdez : 2 à 3 % hepken. Lies-mat e vez roet an disurentez da abeg pennañ. Ha ma vehe kemeret o lec’h da vat get ar varc’hhouarnerion ? Ha ma vehe an dra gentañ d’ober ?

«Brasoc’h eo santadur an disurentez get ar varc’hhouarnerion evit an disurentez a zo e gwirionez », splann eo kement-se da Bernard Renou, a labour a-youl-vat evit Vélomotive. Tri blez zo e oa bet digoret ur skol-velo get ar gevredigezh evit roiñ tro da bep unan da zeskiñ mont-dont e kêr. Klasket e vez ivez (ad)roiñ asurded d’ar varc’hhouarnerion evit ma kavehent o lec’h a-fiziañs-kaer àr an hent. Kement ha jaojiñ doc’h pep unan ne ginniger ket ur programm frammet. Desket e vez a bep seurt d’an dud : kavouet e gempouez àr draisianennoù, tremen ur c’hroashent-tro, chañch tizh peotramant sevel e vrec’h evit troiñ. « Da-gentañ e pleustromp àr ur leurenn deskiñ e-raok mont da vale e kêr, da gomañs àr hentoù distro evit em gustumiñ ha goude-se e-lec’h ma vez ruilherezh evit deskiñ em lec’hiiñ. » Kemer e lec’h. Setu petra eo an ali a vez roet ar muiañ get obererion ar velo. « Seul vui e viot skoachet, seul vui e vo diseblant an dud doc’hoc’h ha seul vui e tremenint a-raz deoc’h. Ma kemerit ho lec’h e vo diwallet muioc’h doc’hoc’h ! » a bouez Bernard Renou. Mem tra a glever get Thierry Pellizzari hag a labour e servijoù an Diarbenn àr an hentoù : « Seul vuioc’h a lec’h a gemerit àr an hent, seul vuioc’h e vo taolet pled doc’hoc’h. » Neoazh, hervez an eilmaer karget ag an tremenerezhhent eo dav adlâret kement-mañ : « ma faot d’ar varc’hhouarnerion e vehe diwallet doc’hte e rankont derc’hel kont ivez ag ar re arall [notenn get ar skridaozerezh : tud-àr-droed, bleinerion]. » Setu perak e labour servijoù an Diarbenn àr an hentoù da zegas soñj ag ar reolennoù evit ma c’hello an holl kenveviñ get skiant-vat. Derc’hel d’an hedoù surentez a-raok, a-dreñv hag àr ar c’hostez, mont àr ar roudennoù a-ratozh pa vez anezhe, chom hep ruilhiñ àr ar riblennoù… ha forzh erbedennoù arall evit ma ne savehe ket jeu etre ar vleinerion hag ar varc’hhouarnerion.

Gwelet mat ha bout gwelet mat

Oc’hpenn kemer o lec’h àr an hent e rank ar varc’hhouarnerion ober a seurt da vout gwelet mat. Evit an dra-se ec’h eus akipamantoù ken evit ar beloioù ken evit an dud àr velo : gouleier a-raok hag a-dreñv, pezhioù kildasskedus àr ar rodoù, an troadikelloù hag ur jiletenn testeniet pa vez diover a hed-gwel evit ar varc’hhouarnerion. E stad vat e rank bout an dafar ivez : starderezioù, korn-galv… N’eus nemet evit an tokarn ma c’hell ar varc’hhouarnerion gober o soñj. Rekis eo d’ar vugale edan 12 vlez gwiskiñ unan, mes hervez o c’hoant eo evit an dud gour. Da soñj an Doktor Lebas, medisinour advevaat e Pennospital Breizh-Atlantel (POBA) « e telehe bout rekis a-fet ar medisenerezh pand eo gwir e c’hell un traoma ag ar c’hlopenn chañch buhez un den ». Hag eñ a gemer skouer daou varc’hhouarnour yaouank a oa bet ur c’harr é vont a-benn dezhe : « Afer o do bout harpet a-hed o buhez rak biken ne vint emren ken. » Hervez ar pleustroù e vez choaz an dud, er fedoù. Ar sportourion a oui gwell e vint gwarezet get un tokarn ma tegouezh dezhe pakiñ ur lamm, padal e c’hell bout gwelet get marc’hhouarnerion ar Sul evel ur skoilh. Pep unan a zele kavouet e lec’h àr e velo, ar pep pouezusañ eo.