Site Web de Vannes Agglomération

Diwezhañ

KREDIÑ MONET GET AR C’HENWETURIÑ

Monedone
03/10/2019
FRANCHIR LE PAS DU COVOITURAGE
Kenweturiñ a c’hell bout ur feson da aesaat ar mont-dont àr
an hentoù, ha neuze emañ unan ag ar modoù diblasiñ da gas
àr-raok er c’hornad-bro. Evit atiziñ an dud da genweturiñ enta
e vez diorroet an aveadurioù-se get an tolpad-kêrioù.

Termal a ra ur bochad tud c’hoazh evit kenweturiñ, ha pa c’hellehe ar mod-se bout kaset brav àr-raok er c’hornad-bro er monedoneoù pemdeziek (etre ar gêr hag al labour, ar gêr hag al lec’h studi pe dudi). Evit sikour an dud en entremar e striv an tolpad-kêrioù àr an daou du-mañ : kreñvaat an danframmoù hag atiziñ an dud da genweturiñ. A-fet an aveadurioù n’eo ket pourvezet re fall an tolpad : 26 leur digor 7 deiz àr 7 ha noz ha deiz, ul lec’hiadur strategel suraet e-tal kroashentoù tremenerezh ev i t ma vehe nebeutoc’h a zistroioù, d a nf ra m m o ù o c ’ h p e n n , eve l gwaskedoù beloioù, arsavioù bus e-tal… Kreñvaat a ra an tolpadkêrioù e aveadurioù get labourioù astenn, evel e leur an Tog Ruz a zo ul lec’h strategel e kroashent an HB 165 hag an HB 166, etre Gwened ha Sant-Teve, ma tremenimp a 45 da 85 plas e dibenn ar blez. Oc’hpenn an aveadurioù e vez kresket ar c’henweturiñ tost get an tolpad-kêrioù evit ma vehe graet nebeutoc’h get ar c’hirri-tan er c’hornad ha ma vo aesaet ar mont-dont ha gwellaet kalite an aer dre-se. Setu perak emañ lodek an tolpad-kêrioù, evel forzh strollegezhioù ara l l , e r raktres Ouestgo (www.ouestgo.fr), savenn genweturiñ tost ag ar C’hornôg Bras, evit lakat an implijerion e darempred an eil re get ar re arall. Ken evit ar beajoù reoliek, ken evit ar beajoù bep an amzer pe evit mont d’ur festival bennak, e kinnig ar savenn sikour d’an dud n’o deus ket peadra da veajiñ ivez. Goude enskriviñ evit netra d’ar benveg e c’hell an implijerion gwelet pe kinnig hentadoù hervez o dezverkoù evit bout muioc’h a chañsoù da gavout kenweturizion.

SKOILH AR RAKSOÑJOÙ

En desped d’an oberoù kaset da benn evit kas ar c’henweturiñ àr-raok e vez raksoñjoù hag a harz an dud da vont pelloc’h. Ur sell negativel o devez c’hoazh àr ar c’henweturiñ : aon rak eurioù digemm pe d’ober distroioù e-pad an hentad, da nompas gelliñ ren e amzer… Ha neoazh, e c’heller chom dijabl get ar c’henweturiñ, oc’hpenn ar spletoù ekonomikel (frejoù trelosk, uzadur ar c’harr…) pe ar madoberoù ekologel a zo hag a vez laket lies àr-wel.

Da skouer, dre ma ne vezer ket mui e-unan er c’harr e c’heller komz get ar re all pe pas, mes ur choaz eo ha n’eo ket ur rekiz. Ha pa soñjer mat e vez bourraploc’h diviz asambl hag e tremen fonnaploc’h an amzer er mod-se (pa vez stankadennoù dreist-holl). E gaou e soñj d’an dud ivez e vint dalc’het get an eurioù. An nebeud munutennoù kollet é vont da glask e genwetur.er.izion a c’hell bout adtapet àr an hent : seul vuioc’h a genweturizion, seul nebeutoc’h a girri àr an hent hag àr ar plasoù parkiñ. Evit achuiñ get an eurioù, emañ souploc’h ar mererezh etre perzhidi evit na c’heller soñjal dre m’emañ diazezet àr mennantez ar berzhidi hag em glev àr aozadur o hentadoù. Mes evit gouiet an dra-se, netra simploc’h evit stagiñ geti hag arnodiñ ar c’henweturiñ !