Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Glad ha Sevenadurioù

Pleustroù / sujedoù

Gweladennit diskouezadeg enlinenn Sevenadurioù Breizh hag a ro da gompren petra eo ar Glad sevenadurel dizanvezel e Breizh : bcd.bzh.

 

AN HENGOUN KOMZET

 

Yezhoù Breizh

Liesseurt-mat eo hor bro ! Ar mor a Vroioù, a yezhoù hag a bleustroù bevet ha dispaket en he mod dezhi a zo test a gement-se. Ur vevenn a-gozh a zisparti Breizh-Uhel doc’h Breizh-Izel ma veze komzet brezhoneg Gwened, Kerne, Leon pe Treger (hervez an eskoptioù kozh) pe ar gallaoueg, ur yezh oïl en Il-ha-Gwilen, Liger-Atlantel, e Reter ar Mor-Bihan hag en Aodoù-an-Arvor, en tu arall d’ul linenn etre Plouha ha Gwenrann. N’eo ket dibaot klevet troioù-lavar pe sonennoù dibunet dre ar vro c’hoazh…

Pouezus eo gwareziñ ar yezhoù mes estroc’h evit « danvez sevenadurel » zo aze, pandeogwir n’eo ket a-walc’h deskiñ ur yezh evit he lakaat da veviñ… Dav eo gober geti er vuhez foran, er gêr, el labour… evit ma chomo bev ha ma vo komzet a rummad da rummad. A-gaoz d’an dra-se emañ lodek ag hor glad dizanvez.

Lec’hanvadurezh, panellerezh divyezhek, magourioù dre soubidigezh, filajoù, festoù-noz àr gan, kelenn divyezhek pe dre soubidigezh… un troc’h fesonioù zo da dreuzkas ar brezhoneg.

BOUT DIVYEZHEK : UR SPLET ER VUHEZ

KELENN

Setu amañ ar pezh zo bet laket àr wel get an enklaskoù. Ar vugale zivyezhek a zo :

  • tuet o spered get ar c’hrouiñ,
  • dihunetoc’h o spered àr tachennoù arall da 4 ha 5 blez,
  • aesoc’h dezhe deskiñ yezhoù arall,
  • ampartoc’h da virout o barregezhioù spered pa vezont arru kozh,

Fiskal-mat eo disoc’hoù ar vugale enskrivet en hentadoù divyezhek. Da skouer, dregantad al liseidi a dap ar vachelouriezh en un hentad divyezhek zo ken uhel hag el liseoù gwellañ ag Akademiezh Roazhon ha Naoned : etre 95 ha 100 % a ra berzh bep blez.

BUHEZ VICHEREL

Pa vezer brezhoneger ha galleger e c’heller monet àr ar renk evit ur bochad postoù-labour hag àr greskiñ ec’h a o niver atav. Bout ec’h eus dija en tu arall da 1200 post-labour ma ranker bout mestr àr ar brezhoneg evit monet àrne (enklask get arsellva Ofis Publik ar Brezhoneg - 2012). Niverusoc’h-niverus eo ar micherioù ma ranker pe m’emañ daet mat gouiet brezhoneg : ar c’helenn, ar vugaligoù, an touristerezh, ar mediaoù, ar yec’hed, ar melestradur foran tiriadel, ar buheziñ...

BUHEZ SOKIAL

Ar vugale zo gourdon da gomz 2 yezh a c’hell :

  • endevout darempredoù get muioc’h a dud ha dre-se e vo pinvidikoc’h o buhez sokial,
  • sevel ur pont etre rummadoù oad disheñvel. Talvoudus e vo evit pep unan anezhe,
  • digoriñ o spered d’ur sevenadur arall. Bout mestr àr un eil yezh a roio tro d’ho pugel da zizoloiñ ur bed arall, da lakat keñver-ha-keñver doareoù disheñvel da welet an traoù get o spered digor da zaou sevenadur.

MONT EN-DRO DIAZEZ UN HENTAD DIVYEZHEK

EN DESKADUREZH PUBLIK

  • n’eo ket rekis d’ar gerent bout brezhonegerion evit gellet lakat ho pugale en un hentad divyezhek,
  • adal ar skol-vamm e rank ar vugale krogiñ get ar brezhoneg,
  • ar gelennerion zivyezhek zo anvet get an Deskadurezh-Stad,
  • programmoù an Deskadurezh-Stad a vez heuliet,
  • kelennet e vez kement-ha-kement en div yezh : ar brezhoneg evit un hanter ag an amzer, galleg evit an hanter arall.
  • er skol-vamm hag er skol-gentañ e ra ar skolidi enskrivet er c’hlasoù divyezhek get an 2 yezh. Danvezioù zo a vez kelennet e galleg ha lod arall e brezhoneg,
  • bugale ar c’hlasoù divyezhek publik galleg-brezhoneg a zesk ur yezh vev estren evel ar re arall en Deskadurezh-Stad,
  • er skol-vamm e komañs kinnig an hentadoù divyezhek ha kenderc’hel a ra en eil derez,
  • bugale ar c’hlasoù divyezhek a gemer lod er vuhez skol asambl get bugale an hentad unyezhek, er mem porzh-skol, er mem kantin, er mem diwallerezh... E framm ar raktres skol emañ an hentad divyezhek.

Ar c’hontadennoù

Dastumet e galleg, e gallaoueg, brezhoneg, adstummet, kontet, lennet, adijinet… Petra nevez e bed ar c’hontadennoù hiziv an deiz ? E programmoù ar mediaouegoù e vezont kinniget lies-mat, e  festivalioù Baden pe Gwened. Paot mat a abadennoù zo dre ma vourr an dud é klevet sorbiennoù. Mes get piv e vezont lâret ? Penaos e vez desket marvailhat ? Petra eo hêrezh sorbiennoù Breizh ? Penaos e veajont ? Ha peseurt diforc’h zo etre ur sorbienn hag ur vojenn ?

Kentoc’h evit kontiñ bourdoù deoc’h, setu amañ dafar da vont pelloc’h…

Ar c’han

Ar c’han hengounel

"Betek kreiz an XXvet kantved e oa hollvezant ar c’han er gevredigezh àr ar maezoù. Lodennet e vez c’hoazh etre an holl hag emañ evel milouer barzhoniezh ha sonerezh ur gevredigezh ha n’eus ket mui anezhi. E glevet a c’heller c’hoazh hiziv an deiz en arbenn a nevezadur ar sonerezh hengounel, sonet get rummadoù kanerezed ha kanerion nevez bet é teskiñ e stajoù pe e kentelioù a-ratozh, peotramant get tud koshoc’h. Lod, evit gwir, dibaotoc’h-dibaot anezhe, o deus dalc’het soñj a vommoù pe a bennadoù a-bezh ag ar sevenadur pobl-se. Get ar bochad enklaskoù a zo bet graet a-c’houde an XIXvet kantved ec’h eus bet dizoloet ur c’horpus bras a sonennoù. Ar c’horpus-se a gaver er gallegva a-bezh a-fet ar sonennoù gallek. Dibar eo d’ar brezhonegva evit ar sonennoù brezhonek."

"Treuzkaset e veze ar sonennoù-se dre gomz. Un hollad sonennoù dibar eo dre ma veze klevet hag adlâret ar c’hanoù a rumm da rumm, e-pad meur a gantved gwezhavez. Mod-se ne oa ket ur skrid orin sonnet, mes stummoù lennegel lies ag ar sonennoù. Er mem mod e c’hell ur skrid bout sonet àr meur a don, hag an tonioù servijout da veur a dra : lakat an dud da zañsal, pikiñ ar c’halonoù, lakat tud doc’h taol pe àr vale da ziskaniñ."

"Paot mat a ganerezed hag a ganerion skouerius zo e Bro Gwened hag o deus roet da glevet tonioù ken e brezhoneg ken e galleg."

Guilcher Jean-Michel, La chanson folklorique de langue française, embannet get Atelier de la danse populaire, 1989

Poltred André DRUMEL, kanour a vro Pondi

E miz Eost 2020 e oa aet André DRUMEL d’an tu arall. Testeni buhez ur c’hanour a chom àr e lerc’h. Ne oa ket un esparadenn anezhoñ. Un den uvel, ne lâromp ket, staget don en e galon an dober a roiñ da glevet sonennoù, gerioù ha santadurioù paket en e vugaleaj, evel ul lodenn ag e vuhez pemdez, hogozik ur standur.

An den kuñv a oa anezhoñ, e vod dibar da soniñ hervez e esaouennoù dezhoñ hag e feson da zistilhiñ e sonennoù o deus bet roet awen d’ar rummadoù oad àr-lerc’h hag a zo aet da zeskiñ ar sonennoù àr e roudoù.

André Drumel a oa bet ganet e 1935, d’un tad kanour ha d’un tad-kozh sonour akordeon anavet evit lakat buhez en euredoù, e-mesk traoù arall. Pa oa 6 pe 7 vlez e kane dija en ur eveshaat ar saout ha monet a rae get e dad pa veze-eñ galvet d’ar filajoù.

D’an dastumerion bet é kejiñ getoñ (levrig niv. 6 an dastumad « Grands Interprètes de Bretagne » bet embannet get DASTUM) en doa lâret e oa bet é teskiñ dre ober just-evel e dad, e galleg kentoc’h, e vamm Mathurine (he doa-hi klevet sonennoù e brezhoneg get he mamm dezhi), e amezegez Germaine Kollet pe Loeiz ar Moel, en euredoù… ken ma oa ur yoc’had sonennoù en e sac’h dija d’an oad a 18 vlez. Evel mar bez get ar ganerion hengounel e oa mennet ha doazh a-walc’h da vemoriñ evit gellet deskiñ kanaouennoù e brezhoneg ha bout ma ne ouie ket o skriviñ. Sevel a rae sonennoù ivez, pa gave an dro, a-zivout sujedoù ar mare, evel al labour e Beauce : « Er binaj ».

D’an oad a 23 blez, distroet ag Aljeria, e oa aet da labourat e Beauce ha dilezet ar c’han getoñ un herrad. Da vare al luskad adveviñ ec’h adstagas get e red-micher kanour ha den-dave a-fet an treuzkas, en desped dezhoñ marse a-walc’h.

Evit gouiet hiroc’h a-zivout ar c’hanour meur-mañ.

FILAJ KANET (2020 - 16') www.kubweb.media

Patrioted Koelan, roudenn 16 & 17 a CD an dastumad « Grand Interprètes » www.dastumedia.bzh

Get ar gevredigezh DASTUM e oa bet sevenet CD (+ levrig) André Drumelv

krec’h pajenn


AR SONEREZH

N’heller ket c’hwitiñ àr ar sonerezh ! E Breizh e oui an dud SONIÑ ! Sachet e vez an evezh enta pa vez tolpet kement a dud en-dro da bleustroù ken liesseurt arall… Da zañsal pe da selaou, da soniñ e-unan, daou-ha-daou pe tri-ha-tri, da eiliñ pe, nevesoc’h zo, orkestret en ur bagad ; sonerezh Breizh zo sonerezh a vremañ, hengounel, karg a ijin, ur vammenn grouiñ hag ur c’hejaj heson ha dison, hervez goust, skouarn hag orin pep unan. Sonet e vez e pep lec’h hag e pep degouezh ! Gwezharall e sone ar sonerion e lidoù hag e degouezhioù dibar, en euredoù, en dibunadegoù, pa oa labourioù bras àr ar maezoù… Hiziv an deiz c’hoazh e vez tud a vicher pe amatourion é soniñ a-barzh, er-maez, er gêr, er straed, er salioù kumunel tostañ peotramant àr al leurennoù brasañ, e Breizh, e Frañs hag en estrenvro. Oc’hpenn bout brav e c’hell ar sonerezh roiñ tro da bep unan da ziskouez e emouestl evit sevenadur Breizh e meur a feson.

krec’h pajenn


AR CHEMET

Boued : doc’h taol  !

Evit alejiñ boued mat hor bo afer a… broduoù ag ar vro, un tamm chemet ha lipouzerion pe lichourion ! Ha soñj hoc’h eus ag ar frond vat é tont er-maez a fornigelloù hor mammoù-kozh… a c’houst ar c’hig ha farz, ar farz-forn plaen pe get pruneoz, krampouezh adverenn, krampouezh soubet el laezh-ribod, krampouezh gwinizh pe gwinizh-du ? Ha tañvaet hoc’h eus gochtial (gwastell) get ur gwiskad amanenn damsall ?

Hag er-maez, goude goro ar saout, tañvait al laezh klouar e-raok e ribotat d’ober amannenn… Soñjit e frouezh ar verje gwasket d’ober sistr pe chug hag en dro da c’hoari las ! Àr an aod e ranker gouiet kranketa, piloreta, rigadella, alejiñ brennig get kignen, kranked-silioù, chevred, grilhed-traezh… hag ur bochad re arall c’hoazh !

Brudet dre ar bed a-bezh eo ar c’houign-amann, mes a-venn e ta ? Pegeit zo e vez kavet da werzhiñ er baraerezhioù ? Ha petra eo bout àr ar vicher baraer e Breizh ? Setu aze un troc’h sujedoù da blediñ gete.

D’an 2 a viz C’hwevrer emañ ar Chandelour, « Gouel Maria ar gouloù » !

Ar gouel relijiel-se a vez lidet get ar feizidi 40 deiz àr-lerc’h an Nedeleg, mes koshoc’h eo e orin ha gelliñ a rahe donet ag ul lid roman, an Amburbium.

E Breizh e vez gwelet evel ur gouel pagan gwezhioù zo, katolik gwezhioù arall, mes chom a ra en hengoun evel un deiz ma vez tolpet an dud doc’h taol evit debriñ krampouezh !

krec’h pajenn


AR PLEUSTROÙ ÀR AR MAEZOÙ

Ar garzhaoueg

Breizh Garzhaoueg zo ur programm rannvroel evit stankaat ar girzhi hag ar c’hleuzioù àr an takadoù labour-douar. Sikour a ra labourerien-douar ar c’horn-bro pa blantont girzhi ha pa savont kleuzioù.

Emgav get Didier an Hec, unan ag ar re gentañ é kemer perzh er programm-se e Brandevi.

  • Perak kemer perzh er programm Breizh Garzhaoueg ?
    Abaoe ugent vlez zo ec’h omp saverien saout-laezh bio, hag ezhomm hon eus a dakadoù geotek a-leizh. Merzet hon eus buan ne oa ket a c’harzhaoueg etre an takadoù, ha fellout a rae dimp adkrouiñ ar rouedad-se get girzhi ha kleuzioù. Ur choaz ken naturel ha tra, abalamour d’hor mod labour-douar. Setu e oamp bet dedennet buan get programm Breizh Garzhaoueg an tolpad [NGA : kinniget da gentañ get Sindikad kemmesk ar Loc’h hag ar Sal, hag abaoe 2019 get an tolpad] ha lakaet hor boa hon anv. Diaraogourien e oamp pemp blez zo, hag abaoe zo daet tud arall. Amezeion zo o deus plantet girzhi ha savet kleuzioù doc’h o fenn o-unan.
  • Penaos emañ kont àr an dachenn ?
    Pa oa bet lakaet àr-sav e oamp bet sikouret e-pad tri blez. Meret eo an traoù get an tolpad, a-fet an argant hag al lec’haveiñ. Daet e oa meur a embregerezh evit plantiñ ar girzhi, ha tremenet mat e oa bepred. Evel-just, ar plantadegoù-se a vez graet get asant an amezeion. E-korf tri blez zo bet gellet plantiñ ha sevel 5 km a c’hirzhi hag a gleuzioù. En deiz hiziv ec’h eo ur gwir labour rak ret eo kempenn an traoù ur sort. Evit se zo ezhomm amzer hag un teknik dibar hervez ment ar gwez. Adplantiñ garzhaouegi zo ur striv graet get al labourerien-douar evit gwareziñ kalite an dour.
  • Petra eo heuliadoù kement-se ?
    Ar programm Breizh Garzhaoueg a zegas traoù mat evit ar meterioù : getañ e c’heller adkrouiñ ur rouedad er spas, chom hep krignat an douar, rak en un takad torgennek ec’h omp, ha kement-se zo ampletus evit al loened hag ar plant tro-dro. Evel-se, ar c’harzhaoueg a glot get hor choaz a-fet al labour-douar. Mat-tre eo al labour-se evit an dud ivez. Kavout a ra dezhe ema spletus evit ar maezoù hag al loened, plijusoc’h evit o endro. Koulskoude, kerse am eus pa ne c’heller ket ober netra c’hoazh gant koad ar c’harzhaoueg. Mat e vefe lakaat ur sikour àr-sav evit meriñ ar c’harzhaoueg àr hir termen, get kevratoù da skouer, evit gwellaat ar c’hempenn ha roiñ talvoudegezh dezhañ, evel ur gevrat karbon er c’horn-bro.

Ar maezoù

Petra eo ar maezoù ? Hervez an Aozadur Kenober ha Diorren Ekonomikel ha Kuzul Europa, « ar maezoù a zo enne an dud, an tiriad ha kement danvez zo àr ar maezoù, da lâret eo an tachadoù zo en diavaez ag ar c’hreizennoù kêriekaet bras ». Penaos ha petra a vez bevet hiziv an deiz àr hor maezoù ?

Ar BEKT (Brastres evit Kenstagded an Tiriad), prederiadennoù ekonomikel ha sokiosevenadurel ennañ, zo un teul reolaat ho sikouro da welet sklaeroc’h er politikerezh kaset da benn get ar strollegezhioù tiriadel.

Peseurt chemet diàr ar maezoù a vez treuzkaset get hon henaourion hiziv an deiz ha penaos e emdroont ?

Ar sevel-loened

E-mesk pennoù-saout Breizh, setu amañ Fin, ur vuoc’h vrizh-du !

Peseurt pleustroù sokial a oa ha penaos o deus emdroet ? Gwezharall e oa troet maezoù Breizh àr al labour-douar hag ar c’hoadoù. Bremañ eo dreist-holl un tachad ma produer boued ha danvez krai, ma kresk an taolioù-intrudu nevez ha m’emañ chañchet da vat an akustumañsoù hag ar pleustroù sokial, ar sevenadur hag an annezidi.

Er prantad-mañ ma koust ken ker ha ma vez ken prizius an tachadoù, penaos e vezont ac’hubet ha petra a reer gete ? Petra a venner gouarniñ, treuzkas, talvoudekaat ?

Labour-douar ha tudouriezh a vez liammet strizh atav, emdroiñ a reont àr un dro get ar benvegoù niverel hag a vremañ, hag adstummiñ don al liammoù hor boa skoulmet get an amzer, an darempredoù sokial, an douar hag an elfennoù naturel. E kement preder politikel zo kaset àr-raok hiziv an deiz e rank keal an diorren padus bout e-kreiz ar prederiadennoù.

Petra eo micherioù an amzer-da-zonet, penaos gwareziñ pe adsevel ar c’hempouez etre Mab-den, an ekologiezh hag an ekonomiezh ? Penaos lakat ar pleustroù a vicher hag an deverrañsoù da gordiñ get an endro naturel da ouarn ? Ha piv a soursi get an dra-se ?

krec’h pajenn


AR SPORTOÙ HA C’HOARIOÙ

Ar Gouren

« Bodadeg ar Gouren zo ur c’hevread sport da vat »

Ur sport a-gozh eo ar gouren ha gouiet ec’h eus e emdroiñ evit ma tay da vout ur sport modern, just-evel ar sportoù emgann arall. Un hêrezh eo ag hon hendadoù kelt hag un elfenn hollbouezus a sevenadur Breizh. Bodadeg ar Gouren zo karget da dreuzkas ar sport-se d’ar rummadoù hiziv hag àrc’hoazh evit ma c’hello padout. Dre gendiviz emañ dileuriet Kevread Frañs ar Gouren get ar ministrerezh evit stil gouren Breizh hag e Bodadeg ar Gouren emañ bet fiziet an emrenerezh hag ar garg da veriñ ar stil-se.

Ar gouren, sport ha c’hoari a-gozh e Breizh, a c’heller pleustriñ e Gwened, e Sant-Nolf... peotramant pa vez kinniget abadennoù diskouez ha tañva get Bodadeg ar Gouren.
An dud a vicher e bed ar sport a c’hell goulenn stummadurioù : Ti ar Gouren.

C’hoarioù Breizh

C’hoari pe monet e darempred get ar re arall… er gêr, er skol, en diavaez, en diabarzh. An c’hoari a framm an ampartiz, an urzh, ar poell ha dareviñ a ra ar skiantoù… c’hoarioù gouren a gadarna an doujañs d’ar re arall, c’hoarioù fichal evit distresiñ, c’hoarioù stroll evit deskiñ traoù pe hunvreal ha deverriñ e amzer. Ur yoc’h c’hoarioù zo bet a-hed an istor, lod zo bet ankouaet pe dilezet.

krec’h pajenn


AN DAÑSOÙ

Dañsoù ag ur c’hornad-bro, a lec’h arall e Breizh, a wezharall, a hiziv, en dro, daou-ha-daou, el lidoù, er festoù-noz pe leurennet... Fichal a ra an dañsoù atav, anat deoc’h… Dait d’ober anavedigezh get an dañsoù e kement stumm zo dre ar c’hornad, en ur gerlenn geltiek, un atalier kevredigezhel, ur gompagnunezh arz, get ho familh pe kamaraded da-geñver emgavioù hañv pe kejadennoù www.kenleur.bzh

  • Tamm-Kreiz, deiziataer ar festoù-noz, ar sonadegoù, ar stummadurioù ha doareioù arall e www.tamm-kreiz.bzh.
  • Kendalc’h, a dreuzkas chemet hag arz an arvestoù e www.kendalch.com.
  • Solenn et Plop : l’habit ne fait pas le danseur ! Sur vimeo.com
  • Tutoioù dañs e www.bcd.bzh

krec’h pajenn


AR PLEUSTROÙ SOKIAL

Ar festoù e Breizh

Er festoù-noz pe er festivalioù, er pardonioù pe evit disoc’hiñ brav get al labourioù tenn e vez graet fest a-gevret. Ul lodenn a bouez ag ar sevenadur eo ar festoù e Breizh.

Er festoù-noz em dolp an dañserion a vourr ag ar sonerezh hengounel, da zañsal àr donioù a bep seurt terouer a Vreizh, sonet a bep seurt mod, gwezh mod kozh, gwezh kanet, gwezhioù arall get sonerezh a vremañ amplaet pe saturaet… Pe e vehent aozet àr ur plañchod, en ur sal pe edan an amzer, evit arbennigourion pe touristed é tremen, ar bodadegoù-se a dolp an holl rummadoù oad, dibar int da Vreizh hag un istor dezhe o deus…

C’hwi a oui gwell a-ziàr an identelezh hag ar garantez doc’h ar vro : www.amesdebretagne.bzh

Ar fest-noz

Ar « fest-noz » - Enskrivet e 2012 e glad bedel an Unesco - ich.unesco.org

Er festoù-noz em dolp an dañserion a vourr ag ar sonerezh hengounel, da zañsal àr donioù a bep seurt teroueroù a Vreizh, sonet a bep seurt mod, gwezh mod kozh, gwezh kanet, gwezhioù arall get sonerezh a vremañ amplaet pe saturaet… Pe e vehent aozet àr ur plañchod, en ur sal pe edan an amzer, evit arbennigourion pe touristed é tremen, ar bodadegoù-se a dolp an holl rummadoù oad, dibar int da Vreizh hag un istor dezhe o deus…

C’hwi a oui gwell a-ziàr an identelezh hag ar garantez doc’h ar vro : www.amesdebretagne.bzh

Ar pardonioù

Ne gonter ket ar pardonioù ken stank e vezont ha tostik-tra an eil re d’ar re arall gwezhavez... Petra a reer da-geñver ar gouelioù-se ? Diviziñ, debriñ, soniñ, dañsal, em skoazelliñ an eil egile ha gourdonaat doc’h al labour a-youl vat ! En degouezhioù-se em gav an dud hag ar pleustroù hengounel. Ar pardonioù zo gwriziennet mat e buhez lec’hel ar c’hêriadennoù ha pennc’hêrioù.

Ar pardonioù - Solenn ha PlopKemerit perzh e renabl ar pardonioù e Breizh – e bcd.bzh