Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Glad ha Sevenadurioù

Glad ha Sevenadurioù

« Sevenadur Breizh : pleustroù ag ar glad sevenadurel dizanvezel  »

Petra eo sevenadur Breizh ?

Pep unan en deus meur a feson da intent ar sevenadur. Pe e vehet Breizhad a orin pe a lec’h arall, ne vern ket bras, mont a ra d’ober Glad Sevenadurel Dizanvezel Breizh bepred.

Ha petra eo ar GSD-se ‘ta ?

Hervez an UNESCO e ra anv ag « an hengounioù hag ar pleustroù dre gomz, ar yezhoù, arzoù an arvestoù, ar pleustroù sokial, al lidoù hag ar gouelioù, ar gouiziegezhioù hag ar pleustroù stag doc’h an natur hag an hollved, ar chemet a denn d’an artizanerezh hengounel… an talvoudoù, ar c’hredennoù, an hengounioù, ar modoù beviñ a c’hell un den pe ur strollad tud ezteurel dreze o denelezh hag an talvoudoù a ro d’o buhez ha d’o diorroadur »

Gouiet hiroc’h [unesco.org]

 


Sujed ar miz


Ar poellgor lennerion vrezhonek, ur raktres e kenlabour get Ti ar Vro Bro Gwened

Ur wezh bep tri miz e kinnig ar poellgor e zibab levrioù brezhonek da lenn. Skipailhoù ar poellgor, ennañ bugale ha tud daet a bep seurt liveoù yezh, a c’hello kinnig o « fik kalon ». Lavaret a raimp deoc’h da c’houde e-menn kavout al levrioù dibabet (mediaoueg, levrdi...). Amzer zo c’hoazh evit lakaat hoz anv, amañ eo ! fichenn-enskriviñ da bellgargiñ. Setu an dibab levrioù kinniget en trimiziad-mañ.

Gouiet hiroc’h

Dafar niverel

Beviñ e sevenadur, en desped d’an digenvez, d’an abadennoù nullet dre ma n’heller ket tolpiñ an dud… Adal du-se e c’hellit bourriñ ag an dafar niverel puilh a zo evit an oadourion hag ar vugale, teulfilmoù, teuliadoù istorel, pellgentelioù brezhoneg, abadennoù radio, kelaouadennoù, tutorialoù hag atalieroù.

Gouiet hiroc’h