Diwezhañ
Adimplij : dont da bennda chom hep kalavriñ
Zero Waste France, harpet get an tolpad-kêrioù, a ginnig un dae da dud an tolpad. Dre an Dae tra nevez ebet e klasker lakat an dud d’adimplij traoù o deus servijet dija e-lec’h preniñ traoù nevez. Dilhad, gloestraj, benvegoù tidredanerezh, traoù da ginkliñ an ti, levroù..., an holl draoù ag ar vuhez pemdez a c’hell bout adimplijet.
Un digarez da welet ec’h eus karg a draoù a c’heller gober hag a zo emsav evit ar vuhez lec’hel : feurmiñ, preniñ traoù eildorn, prestiñ, adkempenn, roiñ...
El lec’hienn riendeneuf.org ec’h eusur renabl ag an traoù a c’hell an dud gober e-lec’h preniñ traoù nevez. El lec’hienn-se ivez e c’hell an dud priziiñ pouez an danvezioù arboellet bep tro ma prenont un dra eildorn, ha seul taol ma aodaozont pe ma adkempennont un dra bennak...
Mod-arall e c’hello an dud ranniñ o skiant-prenet dre ar rouedadoù sokial ha goulenn resev ul lizher-doareetaat da ouiet petra zo nevez get an dae ha lenn alioù fur evit dont da benn ag o fal.
E Frañs a-bezh e kaser an oberiadur-se en-dro, tost 20 000 a dud o deus kemeret perzh ennañ dija ha 1 781 tonenn danvez krai zo bet gellet arboelliñ dija a-c’houde penn-kentañ ar blez. En hor c’horn-bro emañ a-barzh al lusk evit chom Hep kalavriñ a oa bet roet lañs dezhañ get an tolpad a zo labelaet tiriad Hep lastez, Hep kalavriñ hag a zo an tolpad-kêrioù kentañ a skoazell an oberiadur-se e Frañs. Oc’hpenn-se e faot dezhoñ mont pelloc’h hag aoziñ atalieroù ha gweladennoù, adal miz Mezheven betek miz Gwengolo, evit sikour ar berzhidi ag an tolpad.
Evit lakat e anv : riendeneuf.org
Evit gouiet hiroc’h : 02 97 68 33 81 pe defizerogaspillage@gmvagglo.bzh