Diwezhañ
A-gostez e saver dazoned ar gar nevez
E deroù miz Kalañ-Gouiañv e vo ur pikol oberiadenn hag a zegaso buhez e gar nevez Gwened a zo krog he chanter a-c’houde hogozik blez bremañ. Moarvat e vo ur pezh abadenn pa vo savet an dreuzell belo-bale, a-bouez ur c’havr-houarn. Un taol-kaer e vo a-gaoz ma vo savet ar pikol krapenn vetoñs hag a dremeno a-dreist an hent-houarn hag abalamour ma vo ar sort liamm-se en aer evel un arouez hag a dreso trolinenn ar pol eskemm liesvod.
Ne vo ag an tennad hollbouezus-mañ namet en arbenn ag oberiañs ar pezh arkitektourel dibar-se e-raok. Evit gwir, a-c’houde miz Mae hag a-gostez, en Norzh d’ar chanter, ec’h eus ur baread artizaned hag a labour da sevel an tri zamm a leur-bont an dreuzell. Oc’hpenn 800 euriad labour zo bet afer evit sevel ur c’hanavazad korzennoù metal hag a ray framm ar savadur. Ar pezh gweadur houarnaj-se, goloet get betoñs, a vo, diàr un teknik savouriezh hep e bar, ken solut hag un hent belo-bale emzoug oc’hpenn 60 metr hirder, ha moan-tre àr un dro, pa ne vo namet 15 santimetr tevder. Bout fiziañs er rouedadoù houarn, n’helle ket bout mod-arall get un ti-gar.