Diwezhañ
Aesaat ha suraat an dremeniri en antre Gwened
Àr zouaroù Gwened ha Sant-Teve, eskemmer Lizieg a dremen drezañ ar c’hirri a veaj er vro, er c’horn-bro, hag ar re a ya d’an takadoù labourerezh etre an HB165 hag an HB166. Get ar meskad-se e vez alies soulgarget an eskemmer, ar pezh a ra d’an dremeniri bout diaes, hag a zo kaoz da riskloù gwallzarvoudoù. Setu perak e ver e soñj da adkempenn da vat an eskemmer-se evit aesaat ha suraat monedone miliadoù a girri bemdez. Un digarez eo ivez da adwelet ar fiñvusterioù a bep seurt ha da zerc’hel kont ag an treuzdougen a-stroll peotramant ag ar beloioù e-kreiz an dremeniri.
TRI DISKOULM DA STUDIIÑ A-GEVRET
Soñjal a reer e tri doare kempenn. Derc’hel a reont kont ag an holl zalc’hoù liammet doc’h an tiriad, get ul levezon dishañval àr an endro hag evit a sell doc’h gwellaat ar monedone. Kinniget e vo an tri diskoulm-se d’an dud adal ar 16 a viz Kala-goañv betek an 18 a viz an Azvent. Un digarez e vo evit an annezidi hag ar re a dremen dre an eskemmer da gompren e-barzh ar rag hag ar perag ag an oberiadenn-se. Talvoudus eo ar mare kelaouiñ-se evit anaout ar raktres ha gellout istimiñ ar c’hinnigoù graet get ar Stad (dileuriet get Renerezh-rannvro an endro, an terkerezh hag al lojeris (RRETL) e Breizh). Pep hini a c’hell degas e lod dre lizher, postel, àr marilhoù an tier-kêr (hervez an eurioù digoriñ er mare kogniñ-mañ). Àr-lerc’h ar guzuliadeg e vo roet d’an holl ur sintezenn ag an alioù hag an evezhiadennoù e penn kentañ 2021. Goude-se e vo graet studiadennoù teknikel don evit ar raktres a vo bet choazet, ha graet un enklask foran (2021-2023). Da-c’houde e vo prenet an douaroù, graet ar studiadennoù dre ar munud, hag enklaskoù arkeologel. Get kement-se, ma’c’h a mat pep tra, e vo lañset al labourioù a-benn 2026 ha meur a vlez e pado ar chanter.
Teulioù a c’heller lenn en tier-kêr hag àr : www.bretagne.developpement-durable. gouv.fr