Diwezhañ
OSTREAPOLIS, ur savadur mod nevez hag ekoatebek
Ostreapolis, ar greizenn displegiñ da zonet a-ziàr-benn an istrerezh, a zigoro e kentañ trimiziad 2024. E kumun Tro-Park e vo ar greizenn, evit gober anavedigezh get an istr ha filierenn an istrerezh hag he levezon àr an endro, an dud, ar sevenadur, an ekonomiezh hag ar glad evel-rezon.
Ostreapolis, savet edan 1 000 m2 pe àr-dro, get danvezioù a orin bio, zo bet empentet evit bout un aveadur a galite uhel a-fet an endro. Kaset eo ar chanter da benn hervez un difrae ekoatebek hag un engouestl skouerius a-fet dastum, diveskiñ hag adimplij an dilerc’hioù.
ISTR PEP LEC’H, BETAK ER SAVOURIEZH…
Oc’hpenn bout rouaned doc’h magoerioù Ostreapolis emañ an istr e pep lec’h e framm ar savadur. Gwisk an talbenn, savet diàr deol razet, a zegas da soñj ag an teknikoù hengounel evit pakiñ munus istr. Hag al leurgêr zo bet savet get betoñs krogennet, danvez arkitektourel nevezus a ginnig adimplij kregin istr.