Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Ar c'hampus niverel, ur goustele evit an amzer da zonet

Enseignement supérieur
25/01/2022
L'agglomération et l'UBS s'unissent pour implanter un campus Datascience & cybersécurité au PIBS1 à Vannes
Setu ur bazenn oc’hpenn evit gellet krouiñ ur c’hampus skol-veur niverel e Gwened : akuizitet eo bet lec’hienn gozh ar Gambr Kenwerzh ha Greanterezh (KKG), er PIKB, get an tolpad-kêrioù. Evel-se e talc’h d’e c’her pa venn lakaat an tiriad er penn e-raok àr dachenn ar sibersurentez ha skiant ar roadennoù.

Mil a studierion zo gortozet

9000 a studierion zo en tolpad dija : tostik da 1000 a studierion oc’hpenn a vo degemeret er c'hampus-se, dezhañ 4 500m2, adal fin 2023 - penn-kentañ 2024. Ar stummadurioù heuliet gete eno a bado etre 3 blez (BST pe Aotreegezhioù Micherel) ha 5 blez (Diplomoù ijinourion) àr-lerc'h ar vachelouriezh. Ar Cyber Security Center a vo herberc’hiet er c'hampus ivez : ur greizenn dibar e Frañs, lec’h ma c'hello ar studierion hag an embregerezhioù pleustriñ, em stummiñ doc'h ar siberriskloù ha deskiñ meriñ an enkadennoù.