Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Ar C’houlzad Nevesaet doc’h ho harpiñ… a-c’houde dek vlez !

Annez
08/04/2022
L’Opération Rénovée est étendue aux 34 communes de Golfe du Morbihan – Vannes agglomération
Nevesaat e lojeris evit bihanaat e fakturennoù energiezh ? Biskoazh n’eus bet kement a dud get ar vennantez-se. Evit harpiñ ar berc’henned àr an hent-se hag a c’hell bout skoemp, e oa bet hon tolpad-kêrioù e-mesk ar re gentañ e Frañs é tigoriñ ur gwiched unik.

A-c’houde 2012, dre ar C’houlzad Nevesaet e skoazell an annezidi da sevel un diagnostik, da dermeniñ al labourioù a vehe mat gober ha, doc’h an dro, da sevel an teulioù goulenn skoazell argant get Ajañs vroadel an anneziñ (ABRA) hag ar gumuniezh tolpad-kêrioù. 8000 tiad o deus graet o mad ag ar servij-se ha degemer a reer goulennoù atav. Setu amañ testoni Christelle « Harpet on bet a-hed al labourioù, un aezamant e oa din àr ar pemdez ha gellet em eus armerzhiñ un tamm brav a argant ! ». Diàr 35000€ bet postet evit nevesaat he zi en Elven (difuiñ ha chañch an dorlec’hioù) he deus bet Christelle 16500€ diget ABRA ha 6200€ diget ar gumuniezh tolpad-kêrioù. Pare ar C’houlzad Nevesaet a harp ivez raktresoù nevesaat hag azasaat lojerisoù an dud oadet ha nammet.