Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Ar meurvein àr hent ul label get an Unesco

Touristerezh
03/04/2023
in
Un teuliad hirbad evit tapout ar gwellañ anavadur a zo. Dek vlez zo e oa stag ar gevredigezh Maeziadoù meurvein Karnag ha kreisteiz ar Mor-Bihan get al labour evit ma vo roet al label "Glad bedel an Unesco" da meurvein ar c’hornad-bro. Oc’hpenn 550 lec’h ag an Neolitik – 106 anezhe e douar tolpad Gwened – a c’hellehe bout degemeret e roll Madoù an Unesco a-benn 2025.

« Un degouezh dibar e vehe, ken a-fet niver ha stankted al lec’hioù dalc’het, ken a-fet o liesseurted hag o led douaroniel. Evit priziiñ talvoudegezh hollvedel espar ar meurvein-se e ranker o gwelet en o hed », eme Victoire Dorise, renourez ar gevredigezh. Mar behe labelaet Meurvein Karnag ha ribloù ar Mor-Bihan e vehe ar c’hentañ lec’h breizhat seurt-se. Ur feson e vehe da beurachuiñ al labour pizh ha pervezh boulc’het e 2013 evit dibab al lec’hioù ha teurel sklêrijenn àr o interest skiantel espar. Oberourion lec’hel ivez a gevel get ar gevredigezh, enni dilennidi 27 kumun, evit sevel ur steuñv meriñ e-sell da ouarn ar meurvein, da soursial doc’h o monedusted hag o zalvoudekadur a-benn ar blezioù da zonet.

Taolioù-maen Penn Leoz en Arzh zo unan ag ar 106 lec’h dibabet evit teuliad emstriviñ an Unesco.

Kredad luc’hskeudenn : ZULAAN / Maeziadoù meurvein