Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Ar Prism ha Créalis, tier embregerezhioù an tolpad-kêrioù

Ekonomiezh
02/01/2022
in
E penn kentañ 2020 e oa bet roet lañs get ar gumuniezh tolpad-kêrioù d’al labourioù da reneveziñ an tachadoù boutin e ti an embregerezhioù Créalis, e Pempark. An hall, ma kej ar feurmerion, zo bet adkempennet penn-da-benn.

Burevioù ha salioù-emvod sklêrijennet mat, lec’hioù ma vez brav kendiviz pe eviñ un tasad kafe asambl, magoerioù livet-flamm, gloestraj modern… Setu get petra a vez sachet ar selloù pa dremener treuzoù an tier Créalis pe ar Prism, tier embregerezhioù an tolpad-kêrioù, meret dre zileurierezh get VIPE Servijoù. An tier-se a ziskouez digemplezh ur skeudenn yaouank ha lañsus ha desachiñ a reont tremaze karg a embregererion yaouank, dedennet get burevioù dereat o feurm, lec’hioù hag aveadurioù a vicher laket en o c’herz, kuzulioù personelaet, ur chomlec’h evit ar post, ha traoù arall c’hoazh… Pep tra zo bet soñjet evit gelliñ meriñ ha diorren obererezh an-unan get plijadur hag aesaat a-heligentañ ar mennadoù hag ar raktresoù, dreist-holl dre an arbenn ag un egorenn labourat boutin nevez, gouestlet d’an embregezhioù nevezus e savadurioù ar Prism.