Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Naetoc’h ar fest hep lastez !

Sportoù ha diverrañsoù
02/07/2024
in
En hañv e vez abadennoù sport ha festivalioù. Mes magiñ, roiñ da evet ha degemer razh an dud, n’eo ket hep skog àr an endro. Diàr lod abadennoù e c’hell bout kantadoù a giloioù lastez. Listri, gwerajoù, panelloù… paot mat a draoù na servijont namet ur wezh a vez produet bep blez evit un herradig. Neoazh e c’hell ar braz anezhe chom hep bout kalavret mar bez kavet an tu hag un tamm bolontez.

An tolpad, a zo karget ag an dilerc’hioù er c’hornad, a ro dorn d’an aozerion abadennoù evit chañch an traoù.  Da gentañ-razh en o sikour da briziiñ niver ar bailhoù rekis, d’an dud da zibab o dilerc’hioù e-pad an abadenn (pakadurioù ha paper, kartoñsoù, lastez-ti).

Roiñ a ra alioù evit choaz ar predoù, kuzulioù evit chom hep gober get listri na c’heller implij namet ur wezh, darempredoù talvoudus (evit adaoziñ ar bechadoù butun, implij al logo « deus get da loiaoù »…), feurmiñ marc’hadmat listri ha gwerennoù hag a c’heller adimplij… : ur bochad diskoulmoù a ginnig an tolpad evit stlepel ar boazamantoù fall d’ar boubellenn !

E lod a ra Maraton Gwened ! (28/29 a viz Gwengolo 2024)

  • Evit chom hep implij boutailhoù plastik ha kalavriñ dour e vo staliet feutenioù get boutonoù-bountiñ a-hed an hentad. Savet int bet a-ratozh evit ar maraton ha gelliñ a rant bout amprestet get kevredigezhioù arall.
  • Evit ar pourvezadur, e plas ar bailhoù plastik ec’h eus bet laket bailhoù metalek hag a c’heller gwalc’hiñ hag adimplij.
  • A-fet kehentiñ ne vez ket mui moullet na dasparzhet 10 000 follenn-nij evel gwezharall er saloñsoù brudiñ. Follennoù-nij niverel zo bet laket en o lec’h.

Get sistem feutenioù nevez maraton Gwened e oa bet gellet arboelliñ oc’hpenn 11 000 litrad dour e-pad un abadenn.