Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Biskoazh n’eus bet ag an dra-se : ur fest-noz er poull-neuial

Sevenadur
27/10/2021
in
En e bolitikerezh sevenadurel e laka an tolpad ar pezh a ya d’ober an identelezh rannvroel hag a ra sevenadurioù Breizh.

fn

Er c’heñver-se, en ur zoujañ da gendivizad an UNESCO a denn da saveteiñ ar glad sevenadurel dizanvezel, e ren an tolpad obererezhioù hervez teir elfenn bouezus :

  • Gwareziñ ar glad dizanvezel, en ur roiñ tro dezhañ da emdreiñ en e endro
  • Gwareziñ e dreuzkas, pe e vehe dre gomz, dre skrid ha pemdeziek
  • Ober en doare ma vo talvoudekaet e builhded hag e liesseurted

Perak ur fest-noz er poull-neuial ?

Ar fest-noz zo un obererezh sokial n’eo ket un arz an arvestoù hepken. Fallout a ra d’an tolpad roiñ tro d’ar sevenadur pobl-se da vout, d’em dreuzfurmiñ ha da vout evel-se a-barzh ur vodernelezh a vremañ.

Peurliesañ emañ get ur jean’s ha botoù-sport ez eer d’ur fest-noz. Evit an emgav divoas-mañ e vo ret gwiskiñ dilhad-kouronkiñ.
Pa vez kouviet ar sevenadur d’ar poull-neuial
Un sin kreñv evit kizidikaat an dud

An dañs hag ar sport zo bepred en ur poent kenskej. Ul lec’h ag an dibab eo ar poull-neuial evit o liammiñ an eil doc’h egile en un doare dibar, fentus ha dudius. Evel-se emañ aet an tolpad a-barzh an abadenn-se evel n’eus ket bet biskoazh en Akwagolf Vanocea, evit :

  • Souezhiñ an neuourion a zo boas da zont get un dra nevez
  • Kinnig d’an dañserion arroutet un tamm plijadur o tañsal en dour
  • Tizhout tud nevez
  • Degas da soñj emañ ar poull-neuial ul lec’h lañsus ha c’hoarius e-raok pep tra

Arnodiñ an dañs en dour, evit kavout skañvder hag anpounnerder ennañ, hag ivez dalc’husted ha berusted.

E-kerzh an abadenn gentañ-mañ e c’hello an dud em ziduiñ, n’eo ket a-hed o c’horf, met kazel-ha-kazel, get dour é vonet betek o dargreiz. Evit ar re o deus c’hoant da gemer perzh en abadenn-se hep em c’hlebiiñ e vo tu ivez da zañsal àr al leurennoù (dilhad-kouronkiñ ha tee-shirt).

Soniñ a ray ar sonerion àr al leurennoù, o zreid hogozik en dour, e-tal an « akwadañserion ».

Titouroù pleustrek

D’ar Gwener 29 a viz Here da 8e gm (da 7e30 e vo digoret an dorioù) - Akwagolf Vanocea - 20 straed Emile Jourdan e Gwened

Prizioù

  • Hinienn en oad gour 8.90 €
  • Bugel 4.90 €
  • Familh (2 zen daet/ 2 vugel pe 1 den daet / 3 bugel d’an nebeutañ) 19.30 €
  • Strollad (3 den daet d’ar muiañ) 19.30 €
  • KoKeO (korvoder kengred oberiant)  / studier 5.00 €

Evit monet a-barzh e ranker diskouez ar pass yec’hedel pa vezer 12 vlez hag oc’hpenn

N’eo ket ret gwiskiñ maskloù.

Gwiskiñ tee-shirtoù degemeret

Boued àr ar prim a vo kinniget àr ar parklec’h.