Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Chanterioù kenempriñ evit kempenn an tiriad

Kengred
30/09/2022
in
Kempenn, digoriñ gwenodennoù-bale, munuzerezh ha mañsonerezh bihan… Liesseurt eo ar c’hefridioù fiziet e 16 goprad ar chanterioù natur ha glad en tolpad, ha stummiñ a reont hon tiriad. E-mesk ar sevenadennoù diwezhañ, kempenn arnodel ul lec’hienn meurvein e Pleskob ha sevel ar vurig mein sec’h 60m e diazlec’h merdeiñ Toullindag e Baden. Ur chanter hag en deus lakaet ar c’hopridi da labourat e-pad 5 sizhun e penn kentañ ar blez, hag a zlefe bout klokaet get renevezadur ur puñs.

Klaskerion labour hirbad

Ar chanterioù kenempriñ-se a vez goulennet peurliesañ ganr kumunioù tiriadoù al Loc’h  (Brandevi, Kolpoù, Lokmaria, Gregamp, Lokeltaz ha Plaodren) ha Rewiz (Arzon, Tro ar Park, Sant-Armael, Lokentaz ha Sarzhav). Evit o c’has da benn vat, an tolpad a ginnig kevratoù 26 eur sizhuniek e-pad 6 miz da glaskerion labour hirbad hag a zo get korvoderioù sokial izek. Oc’hpenn skiant-prenet micherel a ra evit ul leurenn-lañs pa erruer (pe pa zistroer) e marc’had al labour, ar c’hopridi nevez a ra o mad ag ur stummadur hag ur sikour sokio-micherel. Argantet eo ar stignad-se get departamant ar Mor-Bihan, ar Stad, ha Font Sokial Europa.