Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

C’hwi a garehe embregiñ ? Dait da Incub’Activ !

Ekonomiezh
30/06/2023
Ur raktres nevezus ? Dait da Incub’Activ !
Pempvet koulzad Incub’Activ a vo aozet e miz Gwengolo. C’hwi ivez a venn krouiñ hoz embregerezh deoc’h-c’hwi ?

C’hwi a garehe goulenn o soñj get tud a-vicher a-zivout ho mennozh nevezus, tenniñ splet a stummadurioù hag alioù, ha bout ambrouget en ur feson hiniennel a-bad un trimiziad a-bezh ? En ur ger, c’hwi a garehe monet a-barzh ar c’horerez mennozhioù douget get an tolpad-kêrioù ha get an Technopole Vipe ? Posupl eo. Evit klask bout degemeret e familh vras an Incub’Acteurs, enskrivit àr lec’hienn Entreprendre an tolpad-kêrioù.