Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Daou vareventer evit diouganiñ luskoù ar mor

Vu dans le 360
04/10/2023
in
Hani ne oui lâret petra e vo an dazoned. Get ar roadennoù skiantel avat e c’heller tresiñ un nebeud senarioioù a-ziàr live ar mor éc’h uhelaat en amzer-da-zonet. Setu perak emañ bet an Tolpad é sevel ur modeladur ag ar riskl liñvadenn get ar mor a-hed arvor ar c’hornad.

E-sell da ziarbenn ar riskloù dic’hlann e vo dalc’het kont ag ar barroù-amzer, ag uhelaat live ar mor. Ar studiadenn-se he do un efed gwirion hag a-benn-kaer pandeogwir e talvo da ziarbenn gwell ar pennadoù liñvadenn get ar mor, evit gwareziñ ar c’humunioù hag an dud a zo é chom en tachadoù-se ha kemenn dezhe diwall.

Na bout ec’h eus ur mareventer staliet e genoù Porzh ar C'hroesti hag a c’hell enrolliñ ar mareoù hag an dreistvuzulioù kostez ar Mor Bras dija, ne vez ket pourchaset roadennoù resis a-walc’h getoñ a-ziàr luskoù ar mor er Mor Bihan. Evit gwir, luskoù emled ar mareoù zo dishañval-mat er Mor Bihan a-gaoz d’e c’henoù strizh ha d’an inizi a zo strewet er vorlenn. Get daou venveg nevez evit muzuliñ live an dour, staliet en dilost-hañv e porzh Gwened hag e porzh an Arvor-Baden, e vo paotoc’h a roadennoù evit anavet gwell an amzer, pa n’omp ket evit bout mestr àrnezhoñ.