Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Dastum bailhadoù ha dilerc’hioù bras : notennit an deiziadoù !

Lastez
27/01/2021
Collecte des bacs et encombrants : prenez date !
Degas a reomp da soñj deoc’h emañ deiziadurioù 2021 an dastum da bellgargiñ e lec’hienn internet an tolpad-kêrioù. Dre ur gartenn etreoberiat ivez e c’heller skriviñ e chomlec’h evit gouiet pegoulz e vez deizioù an dastum.

Teir abadenn dastum dilerc’hioù bras a vez aozet ivez get Mor Bihan Gwened tolpad bep blez, e pep kumun, evit an dud n’hellont ket monet d’al lastezerezhioù. Trawalc’h eo lakat e anv er servij lastez. An dastum-se ne sell namet doc’h an dilerc’hioù bras (dafar gwele, gloestraj divountet, tidredanerezh bras), edan 1 m3 evit pep dastumadenn. Àr ribl an hent foran e ranker lakat an dilerc’hioù-se, d’enderv-noz e-raok deiz an dastum.

Leuskel dilerc’hioù bras àr an tachad foran hep enskrivadur a vo evel diskargiñ lastez hep aotre. N’hellint ket bout dastumet get an tolpad-kêrioù, un dell-gastiz a c’hello bout hag un taol-kempenn fakturennet deoc’h get ar gumun.

Deiziadoù termen d’em enskriviñ evit an dastum dilerc’hioù.

Enskrivadur : 02 97 68 33 81.