Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Debriñ gwelloc’h er pretioù-skol

Endro
02/01/2023
Debriñ gwelloc’h er pretioù-skol
« Ag ar ferc’hier d’an asiedoù » zo anezhoñ a-c’houde 2019 : ur stignad ag an tolpad-kêrioù eo hag a ginnig harpiñ ar c’humunioù c’hoant dezhe servijiñ en o fretioù-skol boued yac’hoc’h, produet tostoc’h dezhe hag en ur foraniñ nebeutoc’h. En ur vonet a-barzh ar stignad-se, kumunioù an Elven ha Sant-Teve da gentañ ha re Aradon ha Sarzhav àr o lerc’h o deus gwellaet ar servij d’ar gouviaded ha kalite ar rolloù-meuzioù, diorroet ar rouedadoù nes, kresket lod ar produioù bio debret ha digresket o c’hementad lastez.

Da gentañ ec’h eus bet graet un diagnostik er pretioù-skol, evit gouiet pegement a voued a veze prenet ha pegen diaes e veze ar pourveziñ, hag evit anaviñ ar meuzioù, ar c’hementad lastez, ha me 'oar. Ar pareoù keginerion zo bet stummet àr ar feson da alejiñ rekipeoù nevez, dreist-holl re vejetarian. Kinniget ec’h eus bet ivez kavouet rekipeoù « graet er gêr » hag ouzhpenniñ en o rolloù-meuzioù muioc’h a broduioù kriz, re ag ar vro ha re ag ar mare. Lod ar produioù bio er prenadennoù zo kresket ur yoc’h e Aradon. Soubennoù alejet àr al lec’h a vez servijet ingal da zigor-pred e skolioù Sarzhav. Servijiñ asiedadoù « naon bras » ha « naon bihan », evit bout an tostañ ma c’heller doc’h c’hoantoù ar vugale, zo ur soñj daet da wir en Elven hag e Sarzhav. En ur aoziñ ingal abadennoù ha pouezerezhioù eo bet sachet evezh ar re vras hag ar re vihan àr foraniñ ar boued hag àr meriñ al lastez. Oc’hpenn se, ostilhoù da roteliñ al lastez-kegin a zlehe bout staliet.