Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Deomp razh en dour e Akwagolf an Elven

Sportoù ha diverrañsoù
25/01/2022
in
Get al lec’h nevez-se e c’heller bourriñ ha gober sport àr un dro e-kreiz ar goañv. Akwagolf an Elven zo digor a-c'houde ar 25 a viz Here, àr-lerc'h ur blezad hanter a labourioù. Miliadoù a neuierion o deus profitet dija ag an aveadur liezimplij-se, ar pempvet sort-se en tolpad. Ar re a blij dezhe neuial o-unan a c'hell em gavet en ur poull bras, 25m a hirder ha peder linenn ennañ, staliet en ur sal sklêrijennet-mat get fenestroù gwer bras. Fiñv-difiñv eo foñs ar poull-se, get un ijinouriezh uhel : er feson-se e c'hell bout azasaet aes doc'h an obererezhioù degemeret ennañ.

Da bep oad e c'heller monet en dour

An tolpad-kêrioù a venn broudiñ an dud da zeskiñ neuial. Evit-se e kemer e karg koust an dilec’hiiñ hag hani ar c’hentelioù roet da razh bugale ar skolioù kentañ derez. Ur poull zo miret evit ar c’hentelioù-se. Ar re yaouankañ a c’hell deverriñ en dour er c’horn c’hoari (45m²), ennañ c’hoarielloù, tunnelioù ha geiseroù. Ur ruz-revr 64m hed zo ivez, digor adal 6 vlez hag implijet stank get ar re a vourr ag ar sebezamantoù. Ur c’horn hevoud zo oc’hpenn se, evit ar re a garehe tremen ur momed didrouz ha distenn, get un hammam, get ur saona ha get strinkerezhioù skiantaouel.

Aveadurioù teknikel nevezus

Evit a sell doc’h beveziñ an energiezh ec'h eus bet staliet un tommerezh bevdolz ha panelloù heol termek : gete-holl e c’heller produiñ an hanter ag ezhommoù dour tomm ar greizenn. Get tostik da 500m² disheoliennoù fotovoltaek eo bet goloet ar parklec'h, pezh a vast d’ur palefarzh ag ezhommoù tredan ar poull-neuial. Al labourioù evit sevel Akwagolf an Elven o deus kousket 7M€ PTM d’an tolpad. Ar budjed hollek-se zo bet argantaouet 200.000 € anezhañ get ar Stad.

Abadennoù evit razh an dud :

Neuial, akwajiminas, akwavelo, akwafitness, liorzh divorfiliñ… Liessort e vez an abadennoù kinniget e Akwagolf an Elven.
www.golfedumorbihan-vannesagglomeration.bzh/espacesaquatiques.

Ul lec'h a c’hell razh an dud monet aes ennañ

Akwagolf an Elven zo bet ijinet evit degemer an dud nammet doc’h ar gwellañ. An dud dalc'het en o c'herzhed a c’hell monet da razh ar poulloù : evite ec’h eus krapennoù moned, aveadurioù ha salioù azasaet, hag ur mekanik da vonet en dour. Gwelus-mat eo an hentad àr al leur hag ar panelloù doc'h ar murioù, evit aesaat monet ha donet an dud dister o gweled. Evit aesaat doeretaat an dud dister o c'hleved ec'h eus ur rodell vagnetek en degemer.