Diwezhañ
Diveskit ho lastez, hep tortal !
Ne bado ket kar a-c’houde penn-kentañ ar blez emañ sklaer ha splann ar c’hemenn : razh ar pakadurioù hag ar paperioù a rank bout divesket. Diàr vremañ e c’heller lakat razh ar sortoù pakadurioù er bailh golo melen, re galet pe wevn, e plastik, e kartoñs, e paper pe e metal. Ar boutailhoù, ar flaskoù, ar bidonoù, ar barkedigoù, ar podoù yaourt, ar seier, ar filmoù plastik ha razh, a c’hell bout divesket. Aesoc’h ha se e vo deoc’h diveskiñ ho lastez seul taol. N’ho po ket mui digarez da dortal ! Mes diwallit, pep tra a rank bout laket a-drak er bailh, hep sac’h plastik.
SKAÑVAAT HO POUBELENNOÙ
Diveskiñ e lastez a rank donet da vout ar reolenn, er prantad-mañ ma kresk kementad hollek al lastez hag ar c’houst evit o zretiñ. Get ar voazamant-se e c’hell pep unan bihanaat e lastez-ti, pa ouier e achu darn anezhe en ur greizenn endouariñ. Dre ziveskiñ e lastez e c’heller kreskiñ ivez al lodenn ag ar re a c’hello bout adaozet ha talvoudekaet. Evit gouiet + : Mard eo re vihan ho pailh melen, ha bout ma vac’hit ho pakadurioù (hep o gwiskiñ an eil re àr ar re arall), e c’hellit monet e darempred get ar servij lastez er 02 97 68 33 81.