Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

An dud a-youl-vat e-kreiz an traoù

Touristerezh
03/04/2023
sdg2019
En disgwel e vo un 3 500 bennak a dud a-youl-vat é lakat bec’h evit buheziñ ar pikol fest mor-se. Gober a raint àr-dro degemer an akipajoù, sevel an tresoù eoriiñ, derc’hel an abadennoù, meriñ ar parkiñ, diwall tachadoù naturel bresk ha kement zo.

Emañ an Tolpad-kêrioù en eil plas a-fet ar sikour argant roet da Sizhuniad ar Mor Bihan ha skoazelliñ a ra ivez evit an aozadur hag an aveadurioù. Aesaat a ray ar monedone trema lec’hioù ar fest get busoù digoust hag an Treizhourion Bihan ledanaet o eurioù, sachiñ evezh an dud àr al lastez, kinnig diskouezadegoù digoust en Ostel Limur àr sujed ar mor ha kement zo. Prientet ec’h eus bet div dro-vale a-ratozh ha digor da razh an dud get sikour komite ar Mor-Bihan evit an troioù-bale. Loc’hiñ a ray an div droiad ag an Arvor-Baden (15 a viz Mae) hag a Sarzhav (17 a viz Mae). Gellet e vo gete sellet doc’h ar bagoù àr vor diàr meur a wel ha n’int ket gwall anavet.