Diwezhañ
Evit ma vo efedusoc’h ar reizhiad yac’husaat
Hogozik 1328 kilometrad tuellennoù-dastum « diwelus » zo edan douar an tolpad-kêrioù evit adtapiñ hon dourioù lous kent o zretiñ er purlec’h. Ar rouedad foran-se a zastum dourioù lous daet a 109 000 tiad ha n’eo ket graet evit degemer dourioù oc’hpenn. Evit gwir, pa vez kaouadoù glav-puilh pe pa sav live ar gweleadoù freatek er gouiañv e c’hell degouezhiñ d’ar rouedad yac’husaat bout treuzus, pa vez gwastet pe arru kozh, ha diàr-se e vez dic’hlann ha peurvec'hiadur er purlec’hioù.
Kuit na vehe dourioù sklaer er rouedad e rank an tolpad gober bep blez àr-dro adneveziñ hag adkempenn 20 kilometrad tuellennoù-dastum en o mesk, evit ma vehent an didreuzusañ posupl.
Un dra arall a c’hell bout graet ivez a du an dud prevez. Evit gwir, hervez an doare ma vez er c’humunioù, e c’heller soñjal emañ hogozik ken hir ar rouedad edan an domani prevez hag ar rouedad a zo àr an domani foran. Rekis eo diwall ma ve sevenet ha kempennet mat enta, evit bout sur ne zastum ket an dourioù glav pe ar gweleadoù ivez. An tolpad he deus grataet kontrolliñ kenstagadur an annezioù doc’h ar rouedadoù foran bep tro ma vo ur werzh madoù diloc’h en tolpad.