Diwezhañ
Gourdonaat doc’h ar benvegoù niverel hag an difraeoù enlinenn
Ti ar servijoù d’an dud en tolpadkêrioù (Servijoù Titouriñ ar Loc’h e Gregam) a ginnig a-hed ar blez abadennoù deskiñ an diazezoù ag an urzhiataerezh evit sikour an implijerion d’ober get ar benvegoù niverel (urzhiataerioù, tablezennoù, poellgomzerioù), da verdeiñ dre Internet ha da aoziñ o fosteler.
Evit netra eo an abadennoù-se mes rekis eo lakat e anv. Evit mont pelloc’h e vez kinniget stummadurioù da baeiñ, evit deskiñ aoziñ ha renkiñ luc’hskeudennoù, gober get merdeerioù ha bout alioù evit gwareziñ e roadennoù enlinenn. Kalz a vern petra a vez choazet gete e c’hell an implijerion deskiñ àr-bouez o urzhiataer pe o zablezenn dezhe o-unan. Oc’hpenn an abadennoù tañva-se e vez animatourezed evit harpiñ tud an tolpad evit o difraeoù melestradurel : kartenn c’hris, aotre-bleniiñ, disklêriadur enlinenn d’an tailhoù, rakpriziiñ an adgopr obererezh, goulenn e leve, hizivaat e blegenn e Pol implij… Hervez kudenn pep unan e vo ar skoazell.