Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Hentoù nevez miret evit ar busoù (650s)

Monedone
30/06/2023
in
Meur a chanter da terkiñ hentoù bus zo raktreset e kêr Gwened er blez-mañ. Labourioù a vo àr an hentoù stanket ar muiañ get an trafik. Ar pal eo gwellaat hag aesaat ar monedoneoù get an treuzdougen boutin dre ar rouedad bus Kicéo.

E-touez ar chanterioù àr ober betek dibenn miz Eost ec’h eus un hent bus e tachad Tohannig, hag a vo digoret dirak Skol-Veur Kreisteiz Breizh, e-tal-kichen an arsav Skol-veur. An hentoù bus a zo anezhe dija er straed Suffren a vo astennet àr riblenn dehoù an EST. Dalc’het e vo an hent berrbad etre plasenn ar Frankiz ha kroashent-tro Palez an Arzoù.