Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Emstrivit evit Innov' Campus

Ekonomiezh
17/11/2020
IC
Studierion, kelennerion : digor eo an trede galv da raktresoù Innov’Campus. Betek an 11 a viz an Azvent (Kerzu) e vo degemeret emstrivadurioù.

Ar raktresoù a rank bout a laz foran, get ur sell nevezus ha lañsus, ha bout efedoù àr an tiriad. Ur skoazell etre 400 € ha 2000 € a vo roet d’ar pareoù studierion pe kelennerion a zougo an teuliadoù dibabet. E 2020 e oa bet skoazellet 7 raktres get ur sammad hollek a save da 7 000 € pe dost.