Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

An istrerezh laket àr-wel en atalieroù arz

Touristerezh
17/04/2019
An istrerezh laket àr-wel en atalieroù arz
Goude un diskouezadeg kentañ « Selloù kroaziet àr an istrerezh », e kreizenn sevenadurel an Erminig (Sarzhav), e talc’h ar stroll arzourion lec’hel An Ti get e labour krouiñ.

E kenlabour get an tolpad-kêrioù e fall d’an arzourion brudiñ an istrerezh en ur gejiñ get obererion ar filierenn dre an tolpad a-bezh, hag en ur vout intret get dremmvroioù ar Mor Bihan hag istoer an istrerezh er vro.

Evel-se e tay an arzourion d’ar 34 c’humun da ginnig atalieroù engraviñ, tresiñ, moulliñ àr dem an istrerezh. Ken dibar eo an tem hag an doare da blediñ getañ en atalieroùse, e lec’hioù arzel dishañval, evit merkiñ perzh pep kejadenn. Kemer a ray an arzourion penn an hent get ur c’harr akipet ha kinnig a raint o abadennoù-tañva adal ar c’harrse. Lusket e vo an atalieroù gwezh e-kreiz ur marc’had, gwezh arall e ti ur mager istr pe àr ar porzh, peotramant e savadurioù publik. Tro a vo roet d’an dud da gemer un tamm amzer da grouiñ ha da vout awenet get an istrerezh hervez an degouezh : ag ar c’hregin d’ar vevezerion en ur dremen dre ar chanterioù-istr, ar parkoù, ar marc’hadoù... Tro o doa an arzourion evel-se da zastum get ar berzhidi istoerioù ag ar c’hornad, sekredoùkegin ha traoù a bep seurt hag a zo stag doc’h an istrerezh. An hentad istrerezh arzel-se a zo raktreset betek 2021. Goude-se e c’hello oberennoù an arzourion hag an annezidi bout laket àr-wel e kreizenn-displegiñ an istrerezh : Ostréapolis.