Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Kampus Dataskiant ha sibersurentez da zonet : ur chanter skouerius

Enseignement supérieur
05/01/2024
1
Gennad an data (skiant ar roadennoù) hag an naouegezh artifisiel a zalc’h da greskiñ ha neuze ec’h eus afer gwareziñ gwell ar roadennoù. Dre ma ta araokadennoù bamus koulz ha siber-gourdrouzoù diàr an domani-se a zo ken galloudus ha bresk, e vo dober ag arbennigerion muioc’h-mui en amzer-da-zonet.

Digoradur ar c’hampus skolveurel Dataskiant ha Sibersurentez zo da vout graet e Gwened a-benn 2025 e-sell da greskiñ gwellentez hon tolpad ha hoalusted an embregerezhioù àr an dachenn-se. Ar c’hampus-se, ma vo tolpet oc’hpenn 1000 studiour er PIBS 1, a sikouro magiñ ar c’henemglevioù etre ar skolioù-meur, an arnodvaoù hag an embregerezhioù tro-àr-dro.

Adsoñjal ar sell àr ar chanter

Evit ur gennad troet trema an amzer-da-zonet e ranke ar chanter-se diskouez bout ar vertuzusañ ar gwellañ evit an tolpad.  Ar savadur ma oa lojet ar Gambr Kenwerzh ha Greanterezh gwezharall, e kreizig-kreiz ar vuhez ekonomikel ha buhez ar studierion ag an tiriad, zo bet choazet evit bout adkempennet enta. Mes estroc’h evit ar savadur a vo adimplijet pandeogwir e ta razh an arrebeuri ivez ag ur werzhadeg vras bet aozet get an tolpad-kêrioù asambl get ar gevredigezh Ekonomiezh kelc’h 56 e miz Gwengolo tremenet. Ar soñj ivez, er chanter-stur-se, eo adimplij ar muiañ a zafar ar gwellañ. Neuze e servijo ar sklent, ar gweradurioù, an hentoù funioù, ar falsselioù… evit ul lodenn ag an adkempennadur. Armerzhet e vo paot mat a zanvezioù get an adimplij-se pandeogwir ne vo ket da denniñ danvezioù krai nevez, d’o dougen, na da dretiñ dilerc’hioù.  Ar pezh na vo ket dalc’het evit ar chanter a vo gwerzhet d’ur chanter arall er vro peotramant embannet e savennoù internet hag a werzh dafar eildorn.  N’eo ket dister pouez an ekonomiezh kelc’h-se pa vo adimplijet hogozik 70 tonennad dafar.

Muioc’h a zoareioù : www.golfedumorbihan-vannesagglomeration.bzh/campus-datascience-cybersecurite