Diwezhañ
Komañset eo al labourioù en-dro da c’har Gwened

Er straed Strasbourg e vo renevezet ar rouedadoù dour hag endouaret razh ar rouedadoù usdouar e trimiziad kentañ 2023. Hall-marc’hadourezh kozh an SNCF a vo divagoeriet ha diskaret hag ur parklec’h nevez evit ar c’hirri-tan a vo digoret en e blas. Ur c’hroashent-tro a vo terket en hañv 2023 àr ar vali Wilson, m’em groaz get ar straed Strasbourg, evit aesaat an tremenerezh eno hag evit ma c’hello an holl monet getoñ.
En eil trimiziad ec’h ay da get ar parkiñ a bep tu d’ar straed Strasbourg evit ma vo daoudu an hent : e-giz-se e c’hello ar busoù tremen drezi, hag oc’hpennet e vo arsavioù. En ur ledanaat ar forzh e c’hellor sevel ivez ur riblenn-straed ha roudennoù belo evit ma vehe didroc’h an hentadoù miret evit an dud àr varc’h-houarn. Un tachad arsavioù berr a vo staliet ivez, evit aesaat ar moned d’ar gar goude ma vo savet an dreuzell. Get an tolpad-kêrioù eo kenurzhiet al labourioù-se, asambl get kevelerion niverus (Gwened, SNCF, Rannvro Breizh, Departamant ar Mor-Bihan…).
Kredad : kêr Gwened
Get Kêr Gwened, ur c’heveler get ar raktres, e vo terket ur c’hroashent-tro àr ar vali Wilson en hañv-mañ.
Pennad stag : Un dreuzell evit stagiñ an hanternoz doc’h ar c’hreisteiz
Get ar PEL ec’h eus raktreset sevel un dreuzell a-us hentoù-houarn gar Gwened, evit liammiñ an tachadoù norzh ha su an eil doc’h egile. D’an dud àr droad hag àr velo e vo digoret ar savadur-se, 60 metr a hirder dezhoñ. A bep tu d’an dreuzell e vo pep a gronnell, enne tost da 80 plas parkiñ (suraet pe pas) evit beloioù. Evit kas ar raktres-se da benn ha lakat harz d’ar budjed ec’h eus bet divizet cheñch un nebeud traoù, abalamour mand a priz an danvezioù krai àr gresk er mare-mañ, dreist-holl priz an dir a vo savet diàrnoñ an darn vrasañ ag ar savadur. A-benn ar fin ne vo ket toet an dreuzell get lien, ha betoñs a vo lakaet e-lec’h ul lod ag an dir e traoñ ar c’hrapennoù.