Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Lastezerezhioù : roiñ da anavoet jestroù nevez

Kengred
05/01/2024
in
Pa vez komzet a lastez ec’h eus div feson gontrel da welet an traoù. Àr an tu fall, pa soñjer e vez produet muioc’h-mui anezhe (+ 10%, da lâret eo 4000 tonenn etre 2022 ha 2023) a-gaoz d’hor boazamantoù beveziñ ha d’an diamzeriñ programmet. Àr an tu mat, pa soñjer e vez brasoc’h-bras an adimplij anezhe : Evit gwir e vez muioc’h-mui a objedoù taolet a vez adtalvoudekaet, e-lec’h o endouariñ.

Diveskiñ doc’h an implij

Frouezhus e vez ar boan a lakamp evit diveskiñ. Dav eo deomp derc’hel geti ! Setu perak e chañch lastezerezhioù ar c’hornad evit em ober doc’h ar reoladoù nevez.  Niverusoc’h-niverus e vez an eko-aozadurioù. Meret e vezont àr-eeun get an dasparzherion hag argantet get an taos ekologel. En arbenn ag o c’henlabour get kevredigezhioù e c’hellont talvoudekaat danvezioù hag adimplij muioc’h-mui a draoù, marc’hoù-houarn da skouer.  E lastezerezhioù an tolpad ec’h eus kornoù evit teurel traoù tredan hag elektronek dija. Tamm-ha-tamm e kaver kornioù evit ar menuzerezh, ar gloestraj, ar c’hoarielloù, al lastez glas hag ar rikoù sport ivez.  Diàr-vremañ e vo d’o diveskiñ hervez o implij, ha n’eo ket hervez an danvez, evit ma vehe graet mat àr o zro.  Ar pasedoù metalek get ar c’hadorioù plastik ?  Get ar feson nevez-se e vo chañchet boazamantoù an dud… Mes arabat deoc’h bout nec’hañset : àr al lec’h emañ ar wazerion evit sikour genoc’h, hag adaozet e vo an hentadoù tamm-ha-tamm evit ma ouio an implijerion dre belec’h monet.

Gouiet hiroc’h dre ar web : pa vez divesket mat e vez laket ar blanedenn da armerzhiñ danvezioù hag ar strollegezh da armerzhiñ argant. Lennit ar reolennoù hag an eurioù e-raok monet d’ho lastezerezh : https://www.golfedumorbihan-vannesagglomeration.bzh/decheteries