Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Meriñ gwell an dilerc’hioù e lastezerezh Sant-Teve

Lastez
01/10/2018
DSA
Lastezerezh Sant-Teve zo bet adkempennet er mizioù tremenet evit meriñ gwell an dilerc’hioù, degemer mat an implijerion ha gwellaat aozioù labour ar wazourion. Da-heul ar labourioù brasaat-se eo bet aesaet an tremenerezh, brasoc’h eo ar surentez goude adkempenn an tamm a oa anezhañ dija, hag aesoc’h eo degas pezhioù traoù (glazaj hag atredoù) gant ur savenn a-rez an douar. Gant an terkadurioù-se e arboeller un tamm bemdez : pa vez drailhet glazaj àr ar lec’h n’eus ket d’o c’has dre girri-samm betek kreizenn Teiz-Noaloù

Un dro eo ar labourioù-se ivez da lakaat filierennoù tretiñ nevez àr-sav. En dilost-hañv-mañ e vo achu gant ar gwellaennoù diwezhañ, talvoudekaet an dilerc’hioù gloestraj, ar plastr, ar betoñs, an douar-struzh ha krouet ur filierenn adimplij traoù kozh, beloioù en o mesk. Gant an aozadur nevez-se e vo bihanaet lodenn an dilerc’hioù endouaret un tamm.