Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Modoù dilec’hiiñ dous en-dro d’ar Pol eskemm liesvodel

Ekonomiezh
27/06/2022
Les voilerieuses
Adaoziñ penn-da-benn ardremez porzh-houarn Gwened zo raktreset gober a-barzh Pol eskemm liesvodel (PEL).

Labourioù a vo da gempenn a-nevez an hentoù, evit aesaat an tremenerezh dre roiñ plas d’an dud na zilec’hiont ket get o c’harr – da lâret eo ar re a ya get an treuzdougen boutin pe get ar modoù dilec’hiiñ dous (àr droed hag àr velo). Mat da ouiet : un dreuzell evit an dud àr velo a vo savet dreist an hentoù-houarn, roudennoù belo suraet a vo digoret a bep tu d’an ti-gar, hag ur forzh a vo miret er c’hreisteiz dezhañ evit an treuzdougen boutin, evit an taksioù hag evit ar c’hirri priorek. Abalamour da se e vo untu ar vali evit ar c’hirri ordin.
Kement-se a vo graet a-barzh ur steuñv da derkiñ ardremez ar porzh-houarn ha, pelloc’h evit se, da dreuzfurmiñ da vat e garter. Ti-kêr Gwened hag an tolpad a vo mestroù an oberiadur. Etre 2023 ha 2025 e vo graet ar labourioù.