Site Web de Golfe du Morbihan - Vannes agglomération

Diwezhañ

Skoaziadoù evit reneveziñ savadurioù kreiz-kêr Gwened

Annez
25/01/2022
in
An tolpad-kêrioù a lak e boan evit ma vo gwellaet ar savadurioù a-vremañ.

Get ar stignad OPGT-AK kreiz-kêr Gwened (Oberiadenn Programmet evit Gwellaat an Tier – Adneveziñ ar C'hêrioù) e harp ar berc'henned ha/pe an dud é kas raktresoù a garehe reneveziñ savadurioù aet da gozh pe fall o stad e kreiz-kêr Gwened. Sikourioù argant dibar a c'hell an tolpad kinnig, dre ar c'heveliñ skoulmet get ar Stad, get Ajañs Vroadel an Anneziñ, get Oberoù Lojeris, get Bank an Tiriadoù ha get kêr Gwened. Ur skoazell haniennel ha digoust a c’hell kinnig ivez, dre ar burev studi Urbanis a zo bet kefridiet getañ evit harpiñ ar gaserion raktresoù. Ar stignad-se zo e bal gober ma vo dedennusoc’h kreiz-kêr, en ur roiñ lañs a-nevez da lod ag e savadurioù, ha gwellaat kalite an anneziñ eno. Evel-se e vo kresket ar c'hinnig lojeris liessort hag izel e briz, dreist-holl en ur lakaat tier vak da vout annezet. An oberiadenn OPGT-AK kreiz-kêr Gwened a vez sevenet e-barzh ar programm Oberoù Kalon Kêr, a vo anezhañ etre 2021 ha 2026.